Jeremiaz 2:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Dre ma ec'h eus abaoe pell torret da yev ha dispennet da ereoù, lavaret ec'h eus: Ne vin ken er sklavelezh! Met war bep krec'hienn uhel ha dindan pep gwezenn c'hlas ec'h eus stouet evel ur c'hast.
Jeroboam a reas ur gouel d'an eizhvet miz, d'ar pempzekvet deiz eus ar miz, evel ar gouel a veze graet e Juda, hag e kinnigas aberzhoù war an aoter. Ober a reas evel-se e Betel, oc'h aberzhiñ d'al leueoù en doa graet; hag e lakaas e Betel aberzhourien evit an uhellec'hioù en doa graet.
Moizez a zeuas hag a lavaras d'ar bobl holl gomzoù an AOTROU hag e holl lezennoù. An holl bobl a respontas a vouezh unvan hag a lavaras: Ni a raio kement tra en deus lavaret an AOTROU .
Diskennet on evit o zennañ eus dorn an Ejipsianed hag evit o lakaat da vont eus ar vro-se etrezek ur vro vat ha ledan, ur vro a zever gant laezh ha mel, e-lec'h m'emañ o chom ar Gananeiz, an Hitited, an Amoreaned, ar Ferezianed, an Hevianed hag ar Jebuziz.
Da avoultriezh ha da c'hourriziadennoù, brasted da c'hastaouerezh war ar c'hrec'hiennoù ha war ar maezioù, da euzhusted, o gwelet em eus. Gwalleur dit, Jeruzalem! Betek pegoulz e vi dic'hlan?
O rummad! Eveshait ouzh komz an AOTROU: Ha bet on ur gouelec'h evit Israel? Pe un douar a deñvalijenn? Perak he deus lavaret va fobl: Hor mistri omp, ne zeuimp ken da'z kavout?
Anzav da zireizhder, ma'z out en em savet a-enep an AOTROU da Zoue, ma ec'h eus troet amañ-ahont da gammedoù etrezek an diavaezidi dindan pep gwezenn c'hlas, ha ma ne'c'h eus ket selaouet va mouezh, eme an AOTROU.
Mont a rin etrezek ar re vras da gomz outo, rak int a anavez hent an AOTROU ha barnedigezh o Doue. Met int ivez o deus torret ar yev ha dispennet an ereoù!
Deviñ a raint da diez dre an tan, hag e raint a-enep dit barnoù dirak un niver bras a vaouezed. Me a lakaio termen da'z kastaouerezh, ha ne roi ken goproù.
Derenet em eus anezho d'ar vro am boa savet va dorn he reiñ dezho, ha sellet o deus ouzh pep krec'hienn uhel hag ouzh pep gwezenn vodennek, graet o deus eno o aberzhoù, kinniget o deus eno o frofoù evit va c'hounnariñ, lakaet o deus eno o c'hwezoù-mat, skuilhet o deus eno o sparfadurioù.
Pa en em lakaas an AOTROU da gomz dre Ozea, an AOTROU a lavaras da Ozea: Kae, kemer evidout ur vaouez a c'hastaouerezh ha bugale a c'hastaouerezh, rak ar vro ne ra nemet gastaouiñ, pell diouzh an AOTROU.
O mamm he deus gastaouet, an hini he deus o c'hoñsevet a zo en em dizenoret, rak lavaret he deus: Mont a rin war-lerc'h va amourouzien, a ro din va bara ha va dour, va gloan ha va lin, va eoul ha va evaj.
Aberzhiñ a reont war-lein ar menezioù, hag e lakaont da vogediñ war ar c'hrec'hiennoù, dindan an derv, an efl, an tourmantin, rak o skeud a zo plijus. Setu perak ho merc'hed a c'hastaouo, hag ho merc'hed-kaer a raio avoultriezh.
Israel, na laouena ket, na sarta ket evel ar pobloù, gastaouet ec'h eus en ur zilezel da Zoue. Karet ec'h eus ur gopr dic'hlan war an holl leurioù gwinizh.
Me eo an AOTROU ho Toue, en deus tennet ac’hanoc’h eus bro Ejipt evit ne vefec’h ken er sklaverezh; torret em eus liammoù ho yev hag ho lakaet da gerzhout sonn.
Distrujañ a reot an holl lec'hioù m'o devo servijet enno o doueoù ar broadoù emaoc'h o vont da gas kuit, war ar menezioù uhel, war ar c'hrec'hiennoù ha dindan kement gwezenn c'hlas.
Lakaet ec'h eus an AOTROU da lavarout hiziv e vo da Zoue, hag e kerzhi en e hentoù, hag e viri e reolennoù, e c'hourc'hemennoù hag e varnedigezhioù, hag e senti ouzh e vouezh.
Hag-eñ ez eus esaeet un doue dont da gemer e-unan ur bobl a-greiz ur bobl all dre amprouennoù, sinoù, mirakloù ha stourmadegoù, dre un dorn kreñv hag ur vrec'h astennet, ha dre spontoù bras, evel kement en deus graet an AOTROU ho Toue en Ejipt dindan ho taoulagad?
Tosta, te, ha selaou kement a lavaro an AOTROU hon Doue, ha goude e tegasi deomp kement en devo lavaret an AOTROU hon Doue, ha ni a selaouo ha ni a raio diouzh-se.
Jozue a skrivas ar c'homzoù-se e levr lezenn Doue. Kemer a reas ivez ur maen bras, hag e savas anezhañ eno dindan un dervenn a oa e santual an AOTROU .
Unan eus ar seizh ael o doa ar seizh hanaf a zeuas hag a gomzas ouzhin, o lavarout: Deus, hag e tiskouezin dit barnedigezh ar c’hast vras a zo azezet war galz a zoureier.
Neuze mibien Israel a reas adarre an droug dirak daoulagad an AOTROU, hag e servijjont ar Baaloù hag Ashtarod, doueoù Siria, doueoù Sidon, doueoù Moab, doueoù mibien Ammon ha doueoù ar Filistined. Hag e tilezjont an AOTROU ha ne servijjont ken anezhañ.
Neuze e krijont d'an AOTROU o lavarout: Pec'het hon eus, rak dilezet hon eus an AOTROU ha servijet hon eus ar Baaloù hag Astarte. Met bremañ dieub ac'hanomp eus hon enebourien, hag e servijimp ac'hanout.