Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




1 Rouaned 12:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

32 Jeroboam a reas ur gouel d'an eizhvet miz, d'ar pempzekvet deiz eus ar miz, evel ar gouel a veze graet e Juda, hag e kinnigas aberzhoù war an aoter. Ober a reas evel-se e Betel, oc'h aberzhiñ d'al leueoù en doa graet; hag e lakaas e Betel aberzhourien evit an uhellec'hioù en doa graet.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 12:32
11 Referencias Cruzadas  

Setu, un den Doue a zeuas eus Juda da Vetel, a-berzh komz an AOTROU, e-pad ma en em zalc'he Jeroboam ouzh an aoter evit lakaat da vogediñ.


Koulskoude Jeroboam ne zistroas ket diouzh e hent fall, met a-nevez e lakaas da aberzhourien evit an uhellec'hioù tud a-douez an holl bobl. Lakaat a rae da aberzhour eus an uhellec'hioù an hini a felle dezhañ.


Holl dud Israel en em zastumas e-kichen ar roue Salomon e miz Etanim, ar seizhvet miz, e-pad ar gouel.


Ar roue Salomon hag holl vodadenn Israel dastumet en e gichen a oa dirak an arc'h, oc'h aberzhiñ deñved hag ejened, en niver ken bras ma ne c'hellent ket o c'hontañ nag o niveriñ.


Aaron, o welout kement-se, a savas un aoter dirazañ hag a grias o lavarout: Warc'hoazh e vo ur gouel en enor d'an AOTROU!


Lakaet o deus o zreuzoù tost ouzh va zreuzoù, o fostoù tost ouzh va fostoù, ken na voe nemet ur voger etrezon-me hag int. Saotret o deus va anv santel dre an traoù euzhus o deus graet, hag em c'hounnar em eus kuzumet anezho.


Hemañ, Mika, en doa un ti doueoù; ober a reas un efod ha terafim, hag e kensakras unan eus e vibien evel aberzhour dezhañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos