Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -


Jeremiaz 2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 2

1 Komz an AOTROU a voe disklêriet din er gerioù-se:

2 Kae ha youc'h ouzh divskouarn Jeruzalem, o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Soñj am eus ac'hanout, eus hegarated da yaouankiz, eus karantez da zimeziñ, pa zeues war va lerc'h er gouelec'h, en un douar na veze ket hadet.

3 Israel a oa un dra santel d'an AOTROU, bez' e oa frouezh kentañ e leve. An holl re a zebre dioutañ a oa kablus, an droug a gouezhe warno, eme an AOTROU.

4 Selaouit komz an AOTROU, ti Jakob hag holl diegezhioù ti Israel:

5 Evel-henn e komz an AOTROU: Peseurt direizhder o deus kavet ho tadoù ennon evit pellaat diouzhin, evit kerzhout war-lerc'h mogidelloù, evit dont da vezañ moged?

6 N'o deus ket lavaret: Pelec'h emañ an AOTROU en deus graet deomp pignat kuit eus bro Ejipt, en deus hor renet dre ar gouelec'h, dre ur vro didud ha digompez, dre ur vro kras e skeud ar marv, dre ur vro na dremene den enni ha na oa den o chom e-barzh?

7 Rak em eus ho lakaet da vont da ur vro a liorzhoù, evit ma tebrot he frouezh hag he madoù, met kerkent ha ma'z oc'h aet enni hoc'h eus saotret va bro, hag hoc'h eus graet un euzhusted eus va hêrezh.

8 An aberzhourien n'o deus ket lavaret: Pelec'h emañ an AOTROU? Diwallerien al lezenn n'o deus ket anavezet ac'hanon, ar vêsaerien a zo en em savet em enep, ar brofeded o deus profedet dre Vaal hag a zo aet war-lerc'h ar pezh a zo didalvez.

9 Setu perak e pledin c'hoazh ganeoc'h, eme an AOTROU, hag e pledin gant mibien ho mibien.

10 Tremenit da inizi Kitim ha gwelit! Kasit unan bennak da Gedar hag eveshait mat! Gwelit hag ez eus bet graet un hevelep tra!

11 Hag ez eus ur vroad hag he defe kemmet he doueoù? Ha koulskoude n'int ket doueoù. Va fobl he deus eskemmet he gloar evit ar pezh a zo didalvez.

12 Neñvoù, bezit souezhet a gement-mañ, spouronit gant euzh, bezit gwall c'hlac'haret, eme an AOTROU.

13 Rak va fobl he deus graet div wech an droug: va dilezet o deus, me, mammenn an dour a vuhez, ha kleuzet o deus evito puñsoù, puñsoù skalfet na zalc'hont ket an dour.

14 Israel, hag eo ur sklav pe ganet en ti? Perak ez eo deuet da vezañ ur preizh?

15 Al leonedigoù o deus yudet a-enep dezhañ, lakaet o deus o mouezh da glevout, graet o deus ur gwastadur eus e vro, e gêrioù a zo devet, n'eus den ebet enno.

16 Mibien Nof ha Tapanez o deus debret lein da benn.

17 Kement-se, ha ne c'hoarvez ket ganit dre ma ec'h eus dilezet an AOTROU da Zoue, e-pad ma rene ac'hanout dre an hent?

18 Ha bremañ, petra ac'h eus d'ober war hent an Ejipt da evañ dour ar Shihor, ha petra ac'h eus d'ober war hent an Asiria da evañ dour ar stêr?

19 Da zrougiezh az kastizo, da zianzavadur az kourdrouzo, hag e ouezi hag e weli ez eo un dra fall ha c'hwerv, ma az pefe dilezet an AOTROU da Zoue, ha ma ne vefe ket va doujañs ennout, eme an Aotrou AOTROU an armeoù.

20 Dre ma ec'h eus abaoe pell torret da yev ha dispennet da ereoù, lavaret ec'h eus: Ne vin ken er sklavelezh! Met war bep krec'hienn uhel ha dindan pep gwezenn c'hlas ec'h eus stouet evel ur c'hast.

21 Da blantet em boa evel ur winienn dispar, an holl blantennoù eus ur spesad gwirion, penaos ez out cheñchet evidon en ur winienn diavaeziat?

22 Pa en em walc'hfes gant nitrat, o kemer soavon e-leizh, da zireizhder a chomfe merket dirazon, eme an Aotrou AOTROU.

23 Penaos e lavarez: N'on ket saotret, n'on ket aet war-lerc'h ar Baaled? Sell da gammedoù en draonienn, anzav ar pezh ac'h eus graet, dremedal skañv o kantreal,

24 azenez gouez kustumet d'ar gouelec'h o fronañ an avel e c'hoant hec'h entan, piv a harzo anezhi en he c'hoantegezh? Nikun eus ar re a glask anezhi ne vo skuizhet, he c'havout a raio en he mizioù.

25 Harz da droad da vezañ divot, ha da c'houzoug da gaout sec'hed. Met lavaret ec'h eus: Dispi eo! Nann, rak karout a ran an diavaezidi, hag ez in war o lerc'h.

26 Evel ma'z eo mezhek al laer pa'z eo tapet, evel-se e vo mezhek re di Israel, int, o rouaned, o fennoù, o aberzhourien, o frofeded,

27 a lavar d'ar c'hoad: Te eo va zad, ha d'ar maen: Va ganet ec'h eus. Troet o deus o c'hein ouzhin ha nann o dremm, hag en amzer o gwalleur e lavaront: Sav ha savete ac'hanomp!

28 Pelec'h emañ an doueoù ac'h eus graet? Ra savint, mar gellont da saveteiñ en amzer da walleur. Rak da zoueoù, o Juda, a zo ken niverus ha da gêrioù!

29 Perak e pledfec'h ganin? Holl ez oc'h en em savet a-enep din, eme an AOTROU.

30 Skoet em eus war o mibien en aner, n'o deus ket degemeret ar c'helennadur. Ho kleze en deus lonket ho profeded, evel ul leon distrujer.

31 O rummad! Eveshait ouzh komz an AOTROU: Ha bet on ur gouelec'h evit Israel? Pe un douar a deñvalijenn? Perak he deus lavaret va fobl: Hor mistri omp, ne zeuimp ken da'z kavout?

32 Ar werc'hez, hag ec'h ankounac'hafe he dilhad kaer, hag ar wreg yaouank he braveri? Va fobl he deus ankounac'haet ac'hanon e-pad deizioù diniver.

33 Pegen ijinus ez out ez hentoù, evit klask karantez! Ha zoken ec'h eus desket da dorfedoù d'ar re zrouk.

34 Betek pleg da sae zoken emañ gwad eneoù ar re zidamall baour, na'z poa ket kavet en disentidigezh.

35 Koulskoude e lavarez: Ya, didamall on! A-dra-sur, e tistroio e gounnar diouzhin. Setu ez an da varn ac'hanout war ar pezh a lavarez: Ne'm eus ket pec'het.

36 Perak hastañ kement evit cheñch da hent? Bez' ez po mezh eus an Ejipt, evel ma ec'h eus bet mezh eus Asiria.

37 Ac'hane ivez e teui, da zaouarn war da benn, rak an AOTROU en deus distaolet ar re a fiziez enno, ha ne ri ket berzh en o c'hichen.

Síguenos en:



Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos