Setu e fiziez en Ejipt, er vazh-se, er gorzenn dorret-se a doull hag a dreuz dorn an hini a harp warni. Evel-se emañ Faraon roue an Ejipt evit an holl re a laka o fiziañs ennañ.
Faraon Neko a ereas anezhañ e Ribla e bro Hamad, evit ma ne renje ken e Jeruzalem. Hag e lakaas war ar vro un taos a gant talant arc'hant hag un talant aour.
Dindan skeud Hesbon ec'h ehan an dec'hidi dre ziouer a nerzh, un tan a zeuio eus Hesbon, hag ur flamm eus kreiz Sihon, a lonko ur c'hostez eus Moab, ha lein penn mibien an tousmac'h.
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Distrujañ a rin an idoloù, kas a rin da netra falsdoueoù eus Nof, ne vo priñs ebet ken e bro Ejipt, hag e skuilhin ar spont e bro Ejipt.
Rak setu ez int aet kuit en abeg d'an distruj. An Ejipt o dastumo, Memfiz o sebelio. Al linad a berc'henno o zraoù prizius en arc'hant, ar spern a gresko en o zeltennoù.