Jeremiaz 2:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
3 Israel a oa un dra santel d'an AOTROU, bez' e oa frouezh kentañ e leve. An holl re a zebre dioutañ a oa kablus, an droug a gouezhe warno, eme an AOTROU.
Ne zalei ket da brofañ ar frouezh kentañ eus ar pezh a leugn da solier nag eus ar pezh a red eus da waskell. Reiñ a ri din ar c’hentañ-ganet eus da vibien.
- Gouel an eost, frouezh kentañ eus da labour, eus ar pezh az po hadet er parkeier. - Gouel an dastum, da zibenn ar bloaz, pa ez po dastumet eus da barkeier frouezh da labour.
Kounnaret e oan a-enep va fobl, disakret em eus va hêrezh, o lakaet em eus etre da zaouarn, ne'c'h eus ket bet truezus en o c'heñver, lakaet ec'h eus da yev da bouezañ pounner war an den kozh,
Evel-henn e komz an AOTROU a-enep va holl amezeien fall a zorn war an hêrezh am eus roet da'm fobl Israel: Setu ez an d'o diframmañ eus o bro, hag e tiframmin ti Juda eus o c'hreiz.
Koulskoude an holl re a zebr ac'hanout a vo debret, ha da holl enebourien, holl anezho, a yelo d'ar sklavelezh. Ar re a ziwisk ac'hanout a vo diwisket, hag ar re a breizh ac'hanout a vo roet d'ar breizhadeg.
An holl re a gave anezho o lonke, hag o enebourien a lavare: Ne vimp ket kablus, peogwir o deus pec'het a-enep an AOTROU, chomlec'h ar reizhder, a-enep an AOTROU, esperañs o zadoù.
Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Kaset en deus ac'hanon gant gloar etrezek ar broadoù o deus ho laeret, rak an hini a stok ouzhoc'h a stok ouzh mab e lagad.
Rak ur bobl santel ez out evit an AOTROU da Zoue. An AOTROU da Zoue en deus da zibabet evit ma vi dezhañ ur bobl ispisial, a-douez an holl bobloù a zo war-c'horre an douar.
hag e lakaio ac'hanout dreist an holl bobloù en deus graet, e meuleudi, anv ha gloar, hag e vi ur bobl santelaet d'an AOTROU da Zoue, evel m'en deus lavaret.
Rak ur bobl santel ez out evit an AOTROU da Zoue. An AOTROU da Zoue en deus da zibabet evit ma vi dezhañ ur bobl ispisial, a-douez an holl bobloù a zo war-c'horre an douar.
Met c’hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklêrijenn vurzhudus,
Ar re mañ eo ar re n’int ket en em saotret gant gwragez rak gwerc’h int. Ar re-mañ eo ar re a heuilh an Oan e lec’h bennak ma’z a. Ar re-mañ eo ar re a zo bet dasprenet a-douez an dud, evel frouezh kentañ evit Doue hag evit an Oan.