Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




1 Rouaned 14:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 Rak uhellec'hioù a savjont ivez gant peulioù hag Asheraoù war an holl grec'hioù ha dindan pep gwezenn c'hlas.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 14:23
29 Referencias Cruzadas  

Hag e reas ivez tiez en uhellec'hioù, hag e lakaas da aberzhourien tud a-douez an holl bobl ha na oant ket mibien Levi.


An AOTROU a skoio war Israel, evel ma vefe hejet ar gorzenn en dour, hag e tiframmo Israel diwar an douar mat-se en doa roet d'o zadoù, hag e stlabezo anezho en tu all d'ar stêr, dre m'o deus graet Asheraoù o kounnariñ an AOTROU.


Lemel a reas eus ar vro ar baotred oc'h en em reiñ d'ar gasterezh, hag e lamas an holl idoloù o doa graet e dadoù.


Servijerien roue Siria a lavaras dezhañ: O doue a zo un doue a venezioù, hag en abeg da-se ez int bet kreñvoc'h egedomp. Met greomp brezel a-enep dezho er blaenenn, hag a-dra-sur e vimp kreñvoc'h egeto.


Ar bobl a aberzhe war an uhellec'hioù hepken, rak betek neuze ne oa bet savet ti ebet en anv an AOTROU.


Salomon a gare an AOTROU hag a gerzhe hervez reolennoù David e dad. Hag ec'h aberzhe hag e lakae da vogediñ war an uhellec'hioù hepken.


Tennañ a rejont er-maez eus ti Baal ar peulioù, hag e tevjont anezho.


Hag e aberzhe hag e lakae da vogediñ war an uhellec'hioù, war ar c'hrec'hioù, ha dindan pep gwezenn c'hlas.


O vezañ dilezet holl c'hourc'hemennoù an AOTROU o Doue, graet o doa dezho skeudennoù teuzet, daou leue. Graet o doa Asheraoù, hag azeulet holl arme an neñvoù, ha servijet Baal.


Ha Juda zoken n'en deus ket miret gourc'hemennoù an AOTROU o Doue, met en deus kerzhet er reolennoù diazezet gant Israel.


Hag e tilezjont ti an AOTROU, Doue o zadoù, ha servijañ a rejont an Asheraoù hag an idoloù. Kounnar an AOTROU a voe war Juda ha war Jeruzalem en abeg da-se, dre ma oant en em rentet kablus.


Hag e aberzhe hag e lakae da vogediñ war an uhellec'hioù, war ar c'hrec'hioù, ha dindan pep gwezenn c'hlas.


Er c'hontrol e tiskarot o aoterioù, e torrot o delwennoù hag e troc'hot o Asheraoù.


oc'h en em dommañ gant idoloù dindan pep gwezenn c'hlas, o lazhañ ar vugale en traoniennoù dindan toulloù ar reier?


Evel ma soñjont en o mibien, e soñjont en o aoterioù hag en o Asheraoù e-kichen ar gwez glas ha war ar c'hrec'hiennoù uhel.


Dre ma ec'h eus abaoe pell torret da yev ha dispennet da ereoù, lavaret ec'h eus: Ne vin ken er sklavelezh! Met war bep krec'hienn uhel ha dindan pep gwezenn c'hlas ec'h eus stouet evel ur c'hast.


Anzav da zireizhder, ma'z out en em savet a-enep an AOTROU da Zoue, ma ec'h eus troet amañ-ahont da gammedoù etrezek an diavaezidi dindan pep gwezenn c'hlas, ha ma ne'c'h eus ket selaouet va mouezh, eme an AOTROU.


Hag e ouiot ez on me an AOTROU pa vo o lazhidi gourvezet e-touez o idoloù, en-dro d'o aoterioù, war bep krec'hienn uhel, war bep lein menez, dindan pep gwezenn c'hlas, dindan pep dervenn dev, e pep lec'h ma kinnigent c'hwezh-vat d'o holl idoloù.


Lavar: Menezioù Israel, selaouit komz an Aotrou AOTROU. Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU d'ar menezioù ha d'ar c'hrec'hiennoù, d'ar stêrioù ha d'an traoniennoù: Setu me amañ, hag e lakain ar c'hleze da zont warnout, hag e tistrujin hoc'h uhellec'hioù.


El lec'h m'emaoc'h o chom, ho kêrioù a vo gwastet, an uhellec'hioù a zeuio da vezañ distro, en doare ma vo gwastet ha diskaret hoc'h aoterioù, bruzunet ha distrujet hoc'h idoloù, lakaet a dammoù ho peulioù-heol, kaset da netra hoc'h oberennoù.


Israel a zo ur winienn c'houllo a zoug kalz a frouezh evitañ e-unan. Hervez fonnuster e frouezh en deus lieskementet an aoterioù, hervez madelezh e zouar en deus kaeraet e beulioù.


Ne reot deoc’h idol ebet, ne savot na skeudenn kizellet na delwenn, ne lakaiot ket a vaen gant tresadennoù livet en ho pro, evit en em stouiñ dirazo. Me eo an AOTROU ho Toue.


e tiframmin da Asheraoù, hag e tistrujin da gêrioù,


Distrujañ a reot an holl lec'hioù m'o devo servijet enno o doueoù ar broadoù emaoc'h o vont da gas kuit, war ar menezioù uhel, war ar c'hrec'hiennoù ha dindan kement gwezenn c'hlas.


Ne savi skeudenn ebet, ar pezh a gasa an AOTROU da Zoue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos