Moizez a zeuas hag a lavaras d'ar bobl holl gomzoù an AOTROU hag e holl lezennoù. An holl bobl a respontas a vouezh unvan hag a lavaras: Ni a raio kement tra en deus lavaret an AOTROU .
Kemer a reas levr an emglev hag e lennas anezhañ d'ar bobl. Int a selaouas, hag e lavarjont: Ni a raio kement en deus lavaret an AOTROU , hag e sentimp.
Mat pe fall, e sentimp ouzh mouezh an AOTROU hon Doue, ma kasomp ac'hanout etrezek ennañ, evit ma'z aio mat an traoù ganeomp pa hor bo sentet ouzh mouezh an AOTROU hon Doue.