Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 24:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Jozue a reas un emglev gant ar bobl en deiz-se, hag e roas dezho reolennoù ha barnedigezhioù e Sichem.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 24:25
17 Referencias Cruzadas  

Neuze e rojont da Jakob an holl zoueoù estren o doa, hag ar gwalinier a oa ouzh o divskouarn. Jakob a zouaras anezho didan an dervenn a oa e-kichen Sichem.


Jehojada, a reas un emglev etre an AOTROU, ar roue hag an holl bobl, ma vefent pobl an AOTROU; hag e reas unan etre ar roue hag ar bobl.


Hag ez ejont e-barzh un emglev, evit klask an AOTROU, Doue o zadoù, a-greiz o holl galon hag o holl ene,


Hag holl Juda a laouenaas diwar-benn al le-se, dre m'o doa touet a-greiz o holl galon, ha m'o doa klasket an AOTROU gant o holl youl. Hag e gavet o doa, hag an AOTROU a roas diskuizh dezho a bep tu.


Jehojada, an holl bobl hag ar roue a reas un emglev, evit bezañ pobl an AOTROU.


Bremañ eta em eus a galon d'ober un emglev gant an AOTROU Doue Israel, evit ma tistroio diouzhimp e gounnar entanet.


En abeg da gement-se hon eus lakaet dre skrid un engouestl start, hag hor pennoù, hol Levited hag hon aberzhourien a laka o siell.


Hag e krias d'an AOTROU , hag an AOTROU a ziskouezas dezhañ ur c'hoad. En taolas en doureier hag an doureier a zeuas dous. Eno eo e roas dezho reolennoù ha lezennoù, hag eno eo ec'h amprouas anezho.


Moizez a zeuas hag a lavaras d'ar bobl holl gomzoù an AOTROU hag e holl lezennoù. An holl bobl a respontas a vouezh unvan hag a lavaras: Ni a raio kement tra en deus lavaret an AOTROU .


Setu komzoù an emglev en deus gourc'hemennet an AOTROU da Voizez ober gant mibien Israel e bro Voab, en tu-hont d'an emglev en doa graet ganto en Horeb.


Jozue a zastumas holl veuriadoù Israel e Sichem hag a c'halvas henaourien Israel, e bennoù, e varnerien, e ofiserien; hag ar re-mañ en em zalc'has dirak Doue.


Jozue a skrivas ar c'homzoù-se e levr lezenn Doue. Kemer a reas ivez ur maen bras, hag e savas anezhañ eno dindan un dervenn a oa e santual an AOTROU .


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos