Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ozea 2:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 O mamm he deus gastaouet, an hini he deus o c'hoñsevet a zo en em dizenoret, rak lavaret he deus: Mont a rin war-lerc'h va amourouzien, a ro din va bara ha va dour, va gloan ha va lin, va eoul ha va evaj.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 2:5
33 Referencias Cruzadas  

Penaos eo deuet da vezañ ur c'hast ar gêr feal? Leun e oa a varnedigezh, ar reizhder a oa o chom enni, ha bremañ muntrerien!


Evel-henn e komz an AOTROU: Pelec'h emañ ar skrid a dorr-dimeziñ eus ho mamm, am eus kaset kuit anezhi drezañ? Piv eo an hini eus va c'hredourien am eus gwerzhet ac'hanoc'h dezhañ? Setu, en abeg d'ho pec'hedoù ez oc'h bet gwerzhet, en abeg d'ho mankoù eo bet kaset kuit ho mamm.


Rak, o Juda, kement a zoueoù ac'h eus hag a gêrioù! Ha kement a straedoù a zo e Jeruzalem hag a aoterioù hoc'h eus savet d'an euzhuster, aoterioù evit kinnig ezañs da Vaal.


Ha mar lavarez ez kalon: Perak e c'hoarvez ganin an traoù-se? En abeg da vraster da zireizhder eo adsavet pastelloù da zilhad ha gwallgaset da seulioù.


Dre ma ec'h eus abaoe pell torret da yev ha dispennet da ereoù, lavaret ec'h eus: Ne vin ken er sklavelezh! Met war bep krec'hienn uhel ha dindan pep gwezenn c'hlas ec'h eus stouet evel ur c'hast.


Jeruzalem, degemer ar gelennadurezh, gant aon na zistagfe va ene diouzhit, ha gant aon na rafen ac'hanout ur gouelec'h, un douar didud.


Setu perak, avoultrerez, selaou komz an AOTROU:


Da lakaat a rin etre o daouarn, hag e tiskarint da dosennoù, hag e tisc'hraint da uhellec'hioù. Diwiskañ a raint da zilhad, lemel a raint kuit da draoù hollgaer, hag e vi lezet en noazh, noazh-bev.


Da'z kanedigezh, an deiz ma'z out bet ganet, kordenn da vegel n'eo ket bet troc'het, n'out ket bet gwalc'het en dour evit bezañ naetaet, n'out ket bet holenet gant holen, na mailhuret gant mailhuroù.


Pa en em lakaas an AOTROU da gomz dre Ozea, an AOTROU a lavaras da Ozea: Kae, kemer evidout ur vaouez a c'hastaouerezh ha bugale a c'hastaouerezh, rak ar vro ne ra nemet gastaouiñ, pell diouzh an AOTROU.


Breutait a-enep ho mamm, breutait, rak n'eo ket va gwreg, ha n'on ket he gwaz. Ra lamo he gastaouerezh a-zirazi hag hec'h avoultriezh diouzh he divronn,


N'he deus ket anavezet e oa me a roe dezhi ar gwinizh hag ar gwin hag an eoul, hag a greske dezhi an arc'hant hag an aour, o deus graet ur Baal ganto.


Hag an AOTROU a lavaras din: Kae c'hoazh, kar ur vaouez karet gant ur mignon hag avoultrerez, evel ma kar an AOTROU mibien Israel, a dro etrezek doueoù all hag a gar gwestell rezin.


Kouezhañ a ri war an deiz, hag ar profed a gouezho ganit d'an noz, hag e tistrujin da vamm.


Rak pignet int etrezek Asiria, evel un azen gouez en em zalc'h a-du. Efraim en deus prenet mignoned.


Kavet em eus Israel evel rezin er gouelec'h, gwelet em eus ho tadoù evel ar frouezh kentañ eus ur fiezenn en e zeroù, met aet int da gavout Baal-Peor, en em ouestlet int d'un dra euzhus, deuet int da vezañ euzhus evel ar pezh o deus karet.


En deiz-se, ar gwerc'hezed kaer hag ar baotred yaouank a semplo gant ar sec'hed.


Priñsed ar Filistined en em zastumas evit kinnig un aberzh bras d'o doue Dagon hag evit laouenaat. Lavarout a rejont: Hon doue en deus lakaet etre hon daouarn Samzun hon enebour.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos