Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ozea 2:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 ha na'm befe ket a druez e-keñver he mibien, rak mibien a c'hastaouerezh ez int.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 2:4
17 Referencias Cruzadas  

Kerkent ha ma welas Jehu, Joram a lavaras: Evit ar peoc'h eo? Jehu a respontas: Peseurt peoc'h, e-pad m'eo o c'hastaouiñ Jezabel da vamm, gant he strobinelloù e niver ken bras?


Pa vez sec'h ar skourroù, e vint torret, hag ar merc'hed a zeuio da enaouiñ un tan. Ar bobl-mañ n'he deus ket a skiant, en abeg da-se an hini en deus o c'hrouet n'en devo ket truez outo, an hini en deus o stummet ne raio ket trugarez dezho.


Evel-henn e komz an AOTROU: Pelec'h emañ ar skrid a dorr-dimeziñ eus ho mamm, am eus kaset kuit anezhi drezañ? Piv eo an hini eus va c'hredourien am eus gwerzhet ac'hanoc'h dezhañ? Setu, en abeg d'ho pec'hedoù ez oc'h bet gwerzhet, en abeg d'ho mankoù eo bet kaset kuit ho mamm.


Met c'hwi, tostait amañ, mibien ar sorserez, gouenn an avoultrer hag ar c'hast!


Hag e vruzunin anezho an eil war egile, an tadoù hag ar vibien a-unan, eme an AOTROU. N'espernin ket, ne'm bo na truez na trugarez, netra ne harzo ouzhin eus distrujañ anezho.


Rak evel-henn e komz an AOTROU: Ned i ket d'un ti a gañv, ha ned i ket da hirvoudiñ ha da c'hlac'hariñ ganto, rak tennet em eus va feoc'h eus ar bobl-mañ eme an AOTROU, va madelezh ha va zrugarez.


Hag e lakain va gwarizi a-enep dit, hag e raint dit gant fulor. Troc'hañ a raint dit da fri ha da zivskouarn, hag ar pezh vano ac'hanout a gouezho dre ar c'hleze, tapout a raint da vibien ha da verc'hed, hag ar pezh a vano ac'hanout a vo pulluc'het gant an tan.


Ha me ivez a raio gant fulor, va lagad n'esperno ket, hag e vin didruez. Pa griint a vouezh uhel da'm divskouarn, ne selaouin ket outo.


Ha me ivez, va lagad n'esperno ket, hag e vin didruez, hag e lakain o hentoù war o fenn.


Pa en em lakaas an AOTROU da gomz dre Ozea, an AOTROU a lavaras da Ozea: Kae, kemer evidout ur vaouez a c'hastaouerezh ha bugale a c'hastaouerezh, rak ar vro ne ra nemet gastaouiñ, pell diouzh an AOTROU.


Koñseviñ a reas c'hoazh hag e c'hanas ur verc'h. An AOTROU a lavaras: Galv e anv Lo-Rukama, rak ne zalc'hin ken da gaout truez ouzh ti Israel, met o lemel a rin holl.


Bet int fall e-keñver an AOTROU, rak ganet o deus mibien diavaeziek. Bremañ al loar nevez o lonko gant o madoù.


Neuze ael an AOTROU a gomzas o lavarout: AOTROU an armeoù, betek pegoulz na'z po ket truez ouzh Jeruzalem hag ouzh kêrioù Juda, ma'z out kounnaret en o enep abaoe dek vloaz ha tri-ugent?


C’hwi a ra oberoù ho tad. Lavarout a rejont dezhañ: N’omp ket bet ganet eus un avoultriezh, un Tad hepken hon eus, Doue eo.


Laka evezh eta ouzh madelezh hag ouzh garvder Doue: e c’harvder e-keñver ar re a zo kouezhet, met e vadelezh en da geñver, mar kendalc’hez er vadelezh-se, anez e vi lamet kuit ivez.


Evel-se eta, e ra trugarez d’an neb a fell dezhañ hag e kaleta an neb a fell dezhañ.


rak ar varn a zo hep trugarez evit an hini n’en deus ket bet trugarezus. Met an drugarez a sav dreist ar varn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos