1 Samuel 12:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned10 Neuze e krijont d'an AOTROU o lavarout: Pec'het hon eus, rak dilezet hon eus an AOTROU ha servijet hon eus ar Baaloù hag Astarte. Met bremañ dieub ac'hanomp eus hon enebourien, hag e servijimp ac'hanout. Ver Capítulo |
Mibien Israel a grias etrezek an AOTROU, hag an AOTROU a savas dezho un dieuber, Ehud mab Gera, ur Benjaminad, na rae ket gant e zorn dehou. Mibien Israel a gasas drezañ ur prof da Eglon roue Moab. 16 Graet en doa ur c'hleze a daou droc'h, un ilinad hed, hag e c'hourizas anezhañ dindan e zilhad war e vorzhed dehou.