Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 12:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Hag an AOTROU a gasas Jerubbaal, Bedan, Jefte ha Samuel, hag e tieubas ac'hanoc'h eus dorn hoc'h enebourien a oa en-dro deoc'h, hag oc'h bet o chom e surentez.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 12:11
13 Referencias Cruzadas  

An AOTROU a roas eta un dieuber da Israel, hag en em dennjont eus mestroniezh ar Siriz. Ha mibien Israel a chomas en o zeltennoù evel diagent.


Mab Ulam a voe: Bedan. Ar re-se a voe mibien Galaad mab Makir mab Manase.


Hag e kasas gervel Barak mab Abinoam eus Kedesh e Neftali, hag e lavaras dezhañ: An AOTROU Doue Israel, ha n'en deus ket roet ar gourc'hemenn-mañ: Kae war-zu Menez Tabor ha dastum, kemer ganit dek mil den eus mibien Neftali hag eus mibien Zabulon,


An AOTROU a sellas outañ hag a lavaras: Kae gant an nerzh ac'h eus, hag e tieubi Israel eus dorn ar Vadianiz. Ha n'eo ket me an hini a gas ac'hanout?


Joaz a lavaras d'ar re holl a gomze outañ: Ha deoc'h eo da sevel a-du gant Baal? Ha deoc'h eo d'e saveteiñ? Piv bennak a savo a-du gant Baal a vo lakaet d'ar marv a-benn ar mintin. Mard eo Doue, ra en em zifenno e-unan, o vezañ m'eo bet diskaret e aoter.


En deiz-se e voe anvet Jerubbaal, en ur lavarout: Ra en em zifenno Baal outañ, o vezañ ma en deus diskaret e aoter.


Jerubbaal, hag a zo Gedeon, gant an holl bobl a oa gantañ, a savas beure mat, hag e kampjont e-kichen feunteun Harod. Kamp Madian a oa etrezek an hanternoz, war-zu krec'h More, en draonienn.


Jerubbaal mab Joaz a zeuas en-dro da chom en e di.


Ha ne ziskouezjont trugarez ebet e-keñver ti Jerubbaal-Gedeon, goude an holl vad en doa graet da Israel.


Hag holl Israel, adalek Dan betek Beer-Sheba, a ouie e oa lakaet Samuel da brofed an AOTROU .


Ar Filistined a oa izelaet, ha ne zeujont ken war zouaroù Israel. Hag e voe dorn an AOTROU a-enep ar Filistined e-pad holl amzer Samuel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos