Adlezenn 15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 15 Ar bloavezh-ehan. Dieubiñ ar sklaved. Re gentañ-ganet al loened 1 Da zibenn pep seizh vloaz e ri un ehan. 2 Setu penaos e vo graet an ehan: M'en devo prestet d'e nesañ ur c'hredour, en em zistardo eus e wirioù, ne hasto ket e nesañ pe e vreur pa vo bet embannet ehan an AOTROU. 3 Bez' e c'helli hastañ an diavaeziad, met diwar-benn ar pezh a zo dit gant da vreur, en em zistardi eus da wirioù. 4 Evel-se ne vo ket a beorien ganeoc'h, rak an AOTROU a vennigo ac'hanout a-dra-sur er vro a ro dit an AOTROU da Zoue da berc'hennañ evel hêrezh, 5 gant ma senti ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, o virout an holl c'hourc'hemennoù a gemennan dit hiziv hag oc'h ober diouto. 6 An AOTROU da Zoue a vennigo ac'hanout evel m'en deus lavaret, hag e presti da galz a bobloù, n'ampresti ket, te a vestronio kalz a bobloù, ne vestrognint ket ac'hanout. 7 Pa vo unan eus da vreudeur paour ez kreiz, e-barzh da zorojoù, er vro a ro dit an AOTROU da Zoue, ne galetai ket da galon ha ne serri ket da zorn e-keñver da vreur paour, 8 met e tigeri frank da zorn dezhañ, hag e presti dezhañ ar pezh en devo ezhomm, ar pezh a vanko dezhañ. 9 Diwall da vezañ ur soñj ez kalon drouk ha ma lavarfe: Emañ ar seizhvet bloaz o tostaat, ar bloavezh-ehan! Diwall da vezañ ul lagad didruez e-keñver da vreur paour evit tremen hep reiñ netra dezhañ. Krial a rafe etrezek an AOTROU a-enep dit, hag e vefe ur pec'hed evidout. 10 A-dra-sur e roi dezhañ, ha da galon ne vo ket dilaouen, rak abalamour da-se an AOTROU da Zoue a vennigo ac'hanout ez holl labourioù, e kement a ri gant da zaouarn. 11 Peorien e vo dalc'hmat er vro, setu perak e roan dit ar gourc'hemenn-mañ hag e lavaran dit: digeriñ a ri da zorn da'z preur, d'ar paour ha d'an ezhommeg a vo ez pro. 12 Ma en em werzh dit da vreur, a-douez an Hebreed, den pe gwreg, e servijo ac'hanout c'hwec'h vloaz, d'ar seizhvet bloaz e kasi anezhañ frank eus da di. 13 Pa gasi anezhañ frank eus da di, n'en kasi ket kuit er c'houllo, 14 te a roio dezhañ eus da dropell, eus da leur hag eus da waskell, eus ar madoù en devo an AOTROU da venniget drezo. 15 Dalc'h soñj ez out bet sklav e bro Ejipt, hag en deus dasprenet ac'hanout an AOTROU da Zoue, setu perak e roan dit ar gourc'hemenn-mañ hiziv. 16 Mar lavar dit: Ned in ket eus da di, rak karout a ra ac'hanout ha da diegezh hag en em gav mat ganit, 17 e kemeri ur minaoued hag e toulli e skouarn dezhañ ouzh an nor, hag e servijo ac'hanout da viken. Evel-se e ri ivez da'z matezh. 18 Ne vo ket diaes dit kas anezhañ frank eus da di, rak servijet en devo ac'hanout e-pad c'hwec'h vloaz hag en devo talvezet div wech ur mevel gopret. Hag an AOTROU da Zoue a vennigo ac'hanout e kement a ri. 19 Kement par kentañ-ganet a vo ganet eus da loened bras pe bihan a vo santelaet d'an AOTROU da Zoue. Ne labouri ket gant ar c'hentañ-ganet eus da vuoc'h ha ne douzi ket ar c'hentañ-ganet eus da zeñved. 20 Debriñ a ri anezhañ dirak an AOTROU da Zoue, el lec'h dibabet gantañ, te ha da diegezh, bep bloaz. 21 M'en deus ur si bennak, mard eo kamm pe dall, mar en deus ur si fall all, n'aberzhi ket anezhañ d'an AOTROU da Zoue. 22 Debriñ a ri anezhañ e-barzh da zorojoù. An hini dic'hlan hag an hini glan a zebro, evel ma vez debret ar c'hazelenn pe ar c'harv. 23 Nemet ne zebri ket ar gwad, en skuilhi war an douar evel dour. |