Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Adlezenn 15:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Pa gasi anezhañ frank eus da di, n'en kasi ket kuit er c'houllo,

Ver Capítulo Copiar




Adlezenn 15:13
9 Referencias Cruzadas  

Ma ne vije ket bet em zu Doue va zad, Doue Abraham, an hini a zouj Jakob, ez pije bremañ va c'haset kuit dibourvez. Doue en deus sellet ouzh va glac'har ha labour va daouarn, hag en deus da rebechet en noz tremenet.


Hag e lakain ar bobl-se da gavout trugarez dirak daoulagad an Ejipsianed, hag e c'hoarvezo penaos pa'z eot kuit, n'eot ket en goullo.


Gwalleur d'an hini a sav e di dre an direizhder hag e gambroù uhel dre an dislealder, a laka e nesañ da labourat evit netra, na ro ket dezhañ e c'hopr,


Hag e tostain ouzhoc'h evit ar varnedigezh, hag ec'h hastin testeniañ a-enep ar sorserien, a-enep an avoultrerien, a-enep ar re a dou e gaou, ar re a zalc'h gopr al labourer, a wask an intañvez hag an emzivad, a noaz d'an diavaeziad, ha na zouj ket ac'hanon, eme AOTROU an armeoù.


Ma en em werzh dit da vreur, a-douez an Hebreed, den pe gwreg, e servijo ac'hanout c'hwec'h vloaz, d'ar seizhvet bloaz e kasi anezhañ frank eus da di.


te a roio dezhañ eus da dropell, eus da leur hag eus da waskell, eus ar madoù en devo an AOTROU da venniget drezo.


Mistri, roit d’ho mevelien ar pezh a zo reizh ha leal, o c’houzout penaos hoc’h eus ivez ur Mestr en neñvoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos