neuze e tegaso e vestr anezhañ dirak Doue, en lakaio da dostaat ouzh an nor pe ouzh ar post, hag e vestr a doullo e skouarn dezhañ gant ur minaoued. Servijañ a raio anezhañ da viken.
Ne vo ket diaes dit kas anezhañ frank eus da di, rak servijet en devo ac'hanout e-pad c'hwec'h vloaz hag en devo talvezet div wech ur mevel gopret. Hag an AOTROU da Zoue a vennigo ac'hanout e kement a ri.
Met Anna ne bignas ket, rak lavarout a reas d'he gwaz: N'in ket betek ma vo dizonet ar paotr, ha neuze ez in, evit ma vo kinniget dirak an AOTROU , ha ma chomo eno da viken.