Ra vo o chom an dec'hidi ez kichen, o Moab. Bez evito ur repu dirak an distrujer, rak ar gwaskerezh en deus paouezet, an distruj a zo echuet, ar re a vac'he ar vro a zo kuzumet.
Kounnaret e oan a-enep va fobl, disakret em eus va hêrezh, o lakaet em eus etre da zaouarn, ne'c'h eus ket bet truezus en o c'heñver, lakaet ec'h eus da yev da bouezañ pounner war an den kozh,
Lakaat a rin da waskerien da zebriñ o c'hig o-unan, hag en em vezvint gant o gwad evel gant gwin dous. Ha pep kig a ouezo ez on me an AOTROU da Salver, da Zasprener ha Galloudeg Jakob.
Ankounac'haet ec'h eus an AOTROU da grouer, en deus astennet an neñvoù ha diazezet an douar, evit krenañ dibaouez, bemdez, dirak fulor ar gwasker, evel ma vefe war-nes distrujañ. Ha pelec'h eta emañ fulor ar gwasker?
Rak ur bugel a zo ganet deomp, ur mab a zo roet deomp, ar galloud a zo bet lakaet war e zivskoaz, ha galvet e vo: Burzhudus, Kuzulier, Doue kreñv, Tad peurbadus, Priñs ar peoc'h.
Me eo an AOTROU ho Toue, en deus tennet ac’hanoc’h eus bro Ejipt evit ne vefec’h ken er sklaverezh; torret em eus liammoù ho yev hag ho lakaet da gerzhout sonn.