Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 9:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Rak torret ec'h eus ar yev a boueze warno, hag ar vazh a skoe gant o divskoaz, gwialenn o gwasker, evel en deiz Madian.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 9:3
38 Referencias Cruzadas  

Kresket ec'h eus o mibien evel stered an neñvoù, hag o c'haset d'ar vro az poa lavaret d'o zadoù ez ajent enni d'he ferc'hennañ.


Kreskiñ a ra ar broadoù hag e koll anezho, astenn a ra ar broadoù hag o degas en-dro e-barzh o harzoù.


Bennigañ a ra anezho hag e kreskont kalz, ne lez ket o loened da nebeutaat.


Laouenaat a ran gant da ger, evel an hini a gav ur preizh bras.


Kalz a lavar: Piv hon lakaio da welout ar mad? Laka da sevel warnomp sklêrijenn da zremm, o AOTROU!


AOTROU an armeoù a savo ur skourjez outo, evel pa skoas Madian e roc'h Oreb, evel pa oa e vazh a-us d'ar mor, hag e savo c'hoazh anezhi en doare an Ejipt.


En deiz-se e lavari: Da veuliñ a ran, o AOTROU, rak kounnaret e oas em enep, met da gounnar a zo sioulaet, ha va frealzet ec'h eus.


An AOTROU en deus torret bazh ar re zrouk, gwialenn ar renerien;


En deiz-se e vo lavaret: Setu, hon Doue eo, esperet hon eus ennañ, hag e saveteo ac'hanomp. An AOTROU eo, esperet hon eus ennañ, tridomp a levenez ha laouenaomp eus e silvidigezh.


Kresket ec'h eus ar vroad, AOTROU, kresket ec'h eus ar vroad, hag ar c'hloar a zo roet dit. Astenn holl harzoù an douar!


Ar re zic'haouet gant an AOTROU a zistroio drezañ, hag e teuint da Sion gant kanaouennoù trec'h, ul levenez peurbadus a vo war o fenn, bez' o devo levenez ha laouenidigezh, ar boan hag ar c'hlemmvan a dec'ho kuit.


Bleuniañ a raio e-leizh hag e laouenaio, leuskel a raio kriadennoù a levenez ha kanaouennoù trec'h. Gloar al Liban a vo roet dezhañ, gant splannder ar C'harmel ha Saron. Gwelout a raint gloar an AOTROU ha splannder hon Doue.


Laouena, gaonac'h, te na c'hanes ket, strak ha laosk kriadennoù a levenez, te na c'houzañves ket gwentloù ar gwilioud, rak mibien an hini dilezet a vo niverusoc'h eget re ar wreg he doa ur pried, eme an AOTROU.


Mont a reot er-maez gant levenez, hag e viot degaset e peoc'h. Ar menezioù hag ar c'hrec'hioù a laosko kriadennoù a levenez dirazoc'h, hag holl wez ar parkeier a stlako o daouarn.


Laouenaat kalz a rin en AOTROU, va ene a drido em Doue, rak va gwisket en deus gant dilhad ar silvidigezh, ha va goloet gant mantell ar reizhder, evel ma en em fich ur pried gant e gurunenn, hag en em gempenn ur plac'h nevez gant he bravigoù.


E-lec'h ho mezh ho po ul lod doubl, hag e-lec'h drouklamm e vint laouen en o lod. Evel-se en o bro e perc'hennint an doubl, hag o devo ul levenez peurbadus.


va servijerien a gano gant levenez en o c'halon ha c'hwi a huanado gant glac'har en ho kalon hag e yudot gant poanioù en ho spered.


Laouenait ha bezit el levenez da viken en abeg d'ar pezh emaon o krouiñ. Rak setu, emaon o krouiñ Jeruzalem evit al levenez hag he fobl evit ar joa.


Laouenait gant Jeruzalem, bezit el levenez ganti, c'hwi holl a gar anezhi. Bezit ganti eürus-kenañ, c'hwi holl a oa e kañv eviti,


Evel-henn e komz an AOTROU: Kanit gant levenez evit Jakob, youc'hit evit penn ar broadoù! Roit da glevout, meulit ha lavarit: AOTROU, dieub da bobl, an nemorant eus Israel!


Seul vui o deus kresket, seul vui o deus pec'het a-enep din. Eskemmañ a rin o gloar ouzh dismegañs!


Me eo an AOTROU ho Toue, en deus tennet ac’hanoc’h eus bro Ejipt evit ne vefec’h ken er sklaverezh; torret em eus liammoù ho yev hag ho lakaet da gerzhout sonn.


Me a c'hwitello dezho hag e tastumin anezho, rak o dasprenet em eus, hag e liesaint evel m'o deus liesaet.


Ha meur a vroad en em stago ouzh an AOTROU en deiz-se, hag a zeuio da vezañ va fobl; hag e vin o chom ez kreiz, hag e ouezi ez on bet kaset davedout gant AOTROU an armeoù.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: En deizioù-se, dek den a-douez holl yezhoù ar broadoù a grogo e pleg toneg ur yuzev en ur lavarout: Ni a yelo ganeoc'h, rak anavezet hon eus emañ Doue ganeoc'h.


Met pa zeu unan all kreñvoc’h egetañ, e tiskar anezhañ, e tilamm digantañ e holl armoù ma fizie enno hag e lodenn e ziwisk.


Bez’ e voe ul levenez vras er gêr-se.


En em laouenait bepred en Aotrou, henn lavarout a ran adarre, en em laouenait.


Karout a rit anezhañ hep bezañ e welet, krediñ a rit ennañ hep bezañ e welet c’hoazh, hag en em laouenait gant ul levenez dilavarus ha glorius,


Selaouit rouaned, roit ho skouarn priñsed, me eo, me eo an hini a gano d'an AOTROU, an hini a veulo an AOTROU Doue Israel.


An tri c'hant den a sonas c'hoazh gant ar shofaroù, hag an AOTROU a droas pep hini a-enep e genseurt, dre an holl gamp. Tud ar c'hamp a dec'has betek Bet-Shitta, betek Zerera, betek ribl Abel-Mehola ha betek Tabbad.


Zebak ha Zalmuna a dec'has; eñ a redas war o lerc'h, a dapas daou roue Madian Zebak ha Zalmuna, hag a zisparfoeltras an holl gamp.


Hag e renas anezhañ, ha setu, e oant a-stlabez war an holl vro, o tebriñ, oc'h evañ hag o tañsal, en abeg d'ar preizh bras o doa kemeret eus bro ar Filistined hag eus bro Juda.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos