Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 9:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Liesaet ec'h eus ar vroad, kresket ec'h eus he levenez, laouenaat a reont dirazout, evel ma laouenaer da vare an eost, evel ma youc'her gant levenez o lodennañ an diwisk.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 9:2
22 Referencias Cruzadas  

a-raok ma'z in kuit hep distreiñ, da vro an deñvalijenn ha skeud ar marv,


Ar re a oa o chom en deñvalijenn hag e skeud ar marv, a oa dalc'het en glac'har hag en hern,


Tennet en deus anezho eus an deñvalijenn hag eus skeud ar marv, torret en deus o ereoù.


Pa gerzhin zoken e traonienn skeud ar marv, ne'm bo aon rak droug ebet, rak te a zo ganin: da vazh ha da walenn eo am dic'hlac'har.


Lakaet ec'h eus em c'halon muioc'h a levenez eget n'o deus pa vez fonnus o gwinizh hag o gwin.


Piv ac'hanoc'h a zouj an AOTROU? Piv a selaou ouzh mouezh e servijer? An hini a gerzh en deñvalijenn ha n'en deus ket a sklêrijenn, ra fizio en anv an AOTROU, ha ra en em harpo war e Zoue!


An heol ne vo ken da sklêrijenn e-pad an deiz, gouloù al loar ne sklêrijenno ket ac'hanout, met an AOTROU a vo evidout ur sklêrijenn beurbadus, ha da Zoue a vo da c'hloar.


Ar bobl a gerzhe en deñvalijenn he deus gwelet ur sklêrijenn vras, hag ar sklêrijenn he deus lugernet war ar re a oa o chom e bro skeud ar marv.


Klaskit an hini en deus graet ar Yarad-poñsined hag an Orion, an hini a dro teñvalijenn ar marv e gouloù-deiz, an hini a dro an deiz e noz teñval, an hini a c'halv doureier ar mor hag o skuilh war zremm an douar: An AOTROU eo e anv.


ar bobl azezet en deñvalijenn he deus gwelet ur sklêrijenn vras, hag ar sklêrijenn a zo savet war ar re a oa azezet e bro hag e skeud ar marv.


ar sklêrijenn a dle sklaeriañ ar vroadoù ha gloar da bobl Israel.


Neuze Jezuz a lavaras dezho: Ar sklêrijenn a zo c’hoazh ganeoc’h evit un nebeud amzer. Kerzhit e-pad m’hoc’h eus ar sklêrijenn, gant aon na zeufe an deñvalijenn d’ho soupren. An hini a gerzh en deñvalijenn ne oar ket pelec’h ez a.


Me a zo deuet er bed evel ur sklêrijenn, evit na chomo ket en deñvalijenn an neb a gred ennon.


Neuze Jezuz a gomzas c’hoazh dezho hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed, an hini a heuilh ac’hanon ne gerzho ket en deñvalijenn, met bez’ en devo sklêrijenn ar vuhez.


Rak gwechall e oac’h teñvalijenn, met bremañ oc’h sklêrijenn en Aotrou. Kerzhit eta evel bugale ar sklêrijenn,


Met c’hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklêrijenn vurzhudus,


Ha n'o deus ket kavet preizh ha n'en lodennont ket? Ur plac'h, div blac'h dre benn pep brezelour; preizh a zilhad livet evit Sisera, preizh a zilhad livet brodet; un dilhad livet, daou zilhad livet brodet evit gouzoug ar breizhataerien.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos