Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ozea 9:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Israel, na laouena ket, na sarta ket evel ar pobloù, gastaouet ec'h eus en ur zilezel da Zoue. Karet ec'h eus ur gopr dic'hlan war an holl leurioù gwinizh.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 9:1
24 Referencias Cruzadas  

Rak setu, ar re a bella diouzhit a varvo. Lemel a ri kuit an holl re a zistroio diouzhit.


En deiz ma plantez e savez ur c'hleuz en-dro dezho, ha da vintin e lakaez da had da vleuniañ, met da zeiz ar gerz eo aet kuit an eost, hag ar glac'har a zo dibare.


Da zrougiezh az kastizo, da zianzavadur az kourdrouzo, hag e ouezi hag e weli ez eo un dra fall ha c'hwerv, ma az pefe dilezet an AOTROU da Zoue, ha ma ne vefe ket va doujañs ennout, eme an Aotrou AOTROU an armeoù.


Dre ma ec'h eus abaoe pell torret da yev ha dispennet da ereoù, lavaret ec'h eus: Ne vin ken er sklavelezh! Met war bep krec'hienn uhel ha dindan pep gwezenn c'hlas ec'h eus stouet evel ur c'hast.


Met a-dra-sur e raimp kement en deus disklêriet hor genoù: Ni a ginnigo ezañs da rouanez an neñvoù, ni a raio evadkinnigoù dezhi, evel hon eus graet, ni, hon tadoù, hor rouaned hag hor pennoù, e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem. Neuze hor boa hor gwalc'h a vara, eürus e oamp, ha ne welemp ket a walleur.


Tridal a ri hag e laouenai, merc'h Edom, a zo o chom e bro Uz! An hanaf a dremeno ivez etrezek ennout, mezv ha lakaet en noazh e vi


Met fiziet ec'h eus en da gaerded ha gastaouet en abeg da'z anv, ha koufonet ec'h eus da c'hastaouerezh da bep tremeniad oc'h en em reiñ dezhañ.


Pegen gwan eo da galon, eme an Aotrou AOTROU, pa ec'h eus graet an holl draoù-se e doare ur c'hast disklêriet!


Netra ne c'hoarvezo eus ar pezh a zeu d'ho spered pa lavarit: Bez' e vimp evel ar broadoù hag evel tiegezhioù ar broioù, o servijout ar c'hoad hag ar maen.


Ha pep kig a ouezo ez eo me an AOTROU am eus tennet va c'hleze diouzh e c'houin, ha ned aio ken en-dro ennañ.


Tud Samaria a vo spouronet abalamour da leueoù Betaven. Rak ar bobl a raio kañv warno, hag o aberzhourien a greno evit o gloar a ya da vont kuit eus o c'hreiz.


Distrujañ a rin he gwiniegi hag he gwez-fiez, he deus lavaret diouto: Ar re-se eo va gopr, o deus roet din va amourouzien. Me a droio anezho e koadeg, ha loened ar parkeier o debro.


Va fobl a c'houlenn kuzul digant he c'hoad, hag he bazh a respont dezhi. Rak ar spered a c'hastaouerezh a goll, hag e c'hastaouont pell diouzh o Doue.


O oberoù n'o lezo ket da zistreiñ d'o Doue, rak ar spered a c'hastaouerezh a zo en o zouez, ha n'anavezont ket an AOTROU.


Bet int fall e-keñver an AOTROU, rak ganet o deus mibien diavaeziek. Bremañ al loar nevez o lonko gant o madoù.


Ne'm eus anavezet nemedoc'h a-douez holl diegezhioù an douar. Setu perak me ho kastizin evit hoc'h holl zireizhder.


Lakait da vogediñ un aberzh a veuleudi gant goell! Embannit ar profoù a youl vat hag o disklêriit! Rak eno emañ ar pezh a garit, mibien Israel, eme an Aotrou AOTROU.


Laouenaat a rit er pezh n'eo netra, hag e lavarit: Ha n'eo ket dre hon nerzh hon eus kemeret galloud?


Treiñ a rin ho kouelioù e kañvoù, hag hoc'h holl ganaouennoù e klemmganoù; lakaat a rin ar sac'h war an holl groazelloù, hag ar moalder war an holl bennoù, hag e lakain ar vro e kañv evel evit ur mab nemetañ, hag an diwezh a vo evel un devezh a c'hwervder.


Met bremañ e kavit gloar en ho fougeoù. Pep fouge a seurt-se a zo fall.


Bremañ c’hwi, tud pinvidik, gouelit ha laoskit kriadennoù abalamour d’ar gwalleurioù a ya da gouezhañ warnoc’h.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos