Distrujañ a rin he gwiniegi hag he gwez-fiez, he deus lavaret diouto: Ar re-se eo va gopr, o deus roet din va amourouzien. Me a droio anezho e koadeg, ha loened ar parkeier o debro.
Ha setu, dre ma hoc'h eus gwasket ar paour ha kemeret digantañ truaj an ed, savet hoc'h eus tiez e mein-ben met ne chomot ket enno, plantet hoc'h eus gwini dispar met n'evot ket o gwin.
Gortoz a raec'h kalz, ha setu nebeut eo bet! E gaset hoc'h eus d'ar gêr, met c'hwezhet em eus warnañ. Perak? eme AOTROU an armeoù. En abeg da'm zi, dre ma'z eo gwastet, e-pad ma hast pep hini evit e di e-unan.