Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ozea 9:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Ne chomint ket war zouar an AOTROU, Efraim a zistroio d'an Ejipt, hag e tebrint en Asiria boued dic'hlan.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 9:3
24 Referencias Cruzadas  

me a lamo Israel a-ziwar an douar am eus roet dezhañ, me a daolo pell diouzhin an ti-mañ am eus santelaet da'm anv, hag Israel a vo ur vojenn hag ur goapaerezh e-touez an holl bobloù.


En navet bloaz eus Ozea, roue Asiria a dapas Samaria, hag e harluas an Israeliz da Asiria. O lakaat a reas e Kalak, war ribl ar C'habor, stêr Gozan, hag e kêrioù Media.


Hag e roin dezho da gentañ an daougement eus o direizhder hag eus o fec'hed, dre ma o deus saotret va douar ha leuniet va hêrezh gant korfoù marv o zraoù kasaus ha gant o euzhusterioù.


Rak em eus ho lakaet da vont da ur vro a liorzhoù, evit ma tebrot he frouezh hag he madoù, met kerkent ha ma'z oc'h aet enni hoc'h eus saotret va bro, hag hoc'h eus graet un euzhusted eus va hêrezh.


Astennet hon eus hon dorn war-zu Ejipt hag Asiria, evit kaout hor gwalc'h a vara.


Hag an AOTROU a lavaras: Evel-se e tebro mibien Israel o bara dic'hlan e-touez ar broadoù am bo o c'haset en o zouez.


Daniel a soñjas en e galon n'en em saotrfe ket gant meuzioù ar roue na gant ar gwin a eve, hag e c'houlennas digant penn ar spazhidi da lezel anezhañ hep en em saotrañ.


Hag e teredint eus an Ejipt evel ul labous, hag eus bro Asiria evel ur goulm, ha me o lakaio da chom en o ziez, eme an AOTROU.


Ne zistroint ket da vro Ejipt, met Asiria a vo o roue, rak n'eus ket fellet dezho dont en-dro etrezek ennon.


Efraim a zo evel ur goulm sot ha diskiant: gervel a reont an Ejipt, mont a reont da gavout Asiria.


Treiñ a reont, met n'eo ket d'an Uhel. Bez' ez int evel ur wareg touellus. O fennoù a gouezho dre ar c'hleze, en abeg da zroug o zeod. Kement-se a droio dezho e goapaerezh e bro Ejipt.


En aberzhoù a ginnigont din, ec'h aberzhont kig, hag e tebront anezhañ, met an AOTROU ne gav ket plijadur enno. Bremañ e teuio soñj dezhañ eus o direizhder hag e kastizo o fec'hedoù. Distreiñ a raint d'an Ejipt.


Rak setu ez int aet kuit en abeg d'an distruj. An Ejipt o dastumo, Memfiz o sebelio. Al linad a berc'henno o zraoù prizius en arc'hant, ar spern a gresko en o zeltennoù.


Ra ne zislonko ket ac’hanoc’h an douar en ur saotrañ anezhañ, evel m’en deus dislonket ar bobl a oa araozoc’h.


Mirout a reot va holl reolennoù ha va holl varnedigezhioù, hag e reot hervezo, evit na zislonko ket ac’hanoc’h ar vro e kasan ac’hanoc’h da chom enni.


An douar ne vo ket gwerzhet da viken, rak an douar a zo din; em zi emaoc’h, evel diavaezidi hag evel ostizidi.


Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Da wreg a c’hastaouo e kêr, da vibien ha da verc'hed a gouezho dre ar c'hleze, da bark a vo lodennet gant ar gordenn, te a varvo war un douar dic'hlan, Israel a vo kaset en harlu er-maez eus e vro.


Savit ha kerzhit! Rak n'emañ ket amañ lec'h ho tiskuizh, en abeg d'an hudurnez, an distruj a ziskaro, un distruj rust.


Met Pêr a lavaras: Nann, Aotrou, rak ne’m eus biskoazh debret netra a saotret nag a zic’hlan.


Evel m'en doa an AOTROU plijadur oc'h ober vad deoc'h hag o kreskiñ ac'hanoc'h, evel-se en devo an AOTROU plijadur o koll ac'hanoc'h hag o tistrujañ ac'hanoc'h, hag e viot tennet eus ar vro ez i d'he ferc'hennañ.


Hag an AOTROU a adkaso ac'hanout d'an Ejipt war listri, dre an hent am eus lavaret dit diwar e benn: N'en adweli ken! Hag eno en em werzhot d'hoc'h enebourien evel sklaved ha mitizhien, ha ne vo den d'ho prenañ.


e kemeran an neñvoù hag an douar da dest en hoc'h enep, penaos e viot distrujet buan a-ziwar c'horre ar vro emaoc'h o vont da berc'hennañ en tu all d'ar Jordan, ne hiraiot ket ho teizioù eno, met mont a reot prim da goll.


Hag evel ma'z eo c'hoarvezet ganeoc'h an holl gomzoù mat en deus lavaret an AOTROU ho Toue, evel-se e lakaio da zont warnoc'h an AOTROU an holl gomzoù fall, betek ma'z eot da get a-ziwar c'horre ar vro vat-mañ en deus roet deoc'h an AOTROU ho Toue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos