Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ozea 9:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Ne ginnigint ket gwin d'an AOTROU, ne blijo ket dezhañ; o aberzhoù a vo evito evel bara an enkrez, an holl re a zebro dioutañ a vo saotret. Rak o bara ne vo nemet evito o-unan, ned aio ket da di an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 9:4
33 Referencias Cruzadas  

gant un dekvedenn efa flour bleud mezet en ur c'hard hin (1/4 hin   1,25 l) eoul gwerc'h, ha gant un evadkinnig eus ur c'hard hin gwin, evit an oan kentañ.


hag e fichas warni ar baraoù kempenn-mat dirak an AOTROU , evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.


Gant mein lufr ar froud emañ da lod, setu aze, setu aze da rann. Dezho eo e skuilhez ivez da evadkinnig hag e roez profoù. Penaos e c'hellfen kavout frealz gant kement-se?


Lazhañ un ejen a zo evel muntrañ un den, aberzhiñ un oan a zo evel terriñ chouk ur c'hi, kinnig un donezon a zo evel skuilhañ gwad ur pemoc'h, ober un eñvoradenn ezañs a zo evel bennigañ direizhder. Dibabet o deus o hentoù, hag o ene a gemer plijadur en o euzhusted.


Ne vo ket torret ar bara er c'hañv evit frealziñ unan bennak diwar-benn un den marv, ne vo ket kinniget hanaf ar frealz evit o zad pe evit o mamm.


Petra am eus d'ober gant an ezañs eus Seba hag ar gorzenn frondus eus ur vro bell? Ho loskaberzhoù ne blijont ket din ha ne gavan ket dereat hoc'h aberzhoù.


Hirvoud er sioulded, na zoug ket ar c'hañv evel ma vez graet d'an ordinal d'ar re varv, stag da dulban warnout, laka da votoù ouzh da dreid, na guzh ket da varv, na zebr ket bara ar re all.


Neuze e reot evel m'em eus graet, ne guzhot ket ho parv, ne zebrot ket bara ar re all,


Daniel a soñjas en e galon n'en em saotrfe ket gant meuzioù ar roue na gant ar gwin a eve, hag e c'houlennas digant penn ar spazhidi da lezel anezhañ hep en em saotrañ.


Rak mibien Israel a chomo e-pad kalz a zeizioù hep roue hag hep penn-bras, hep aberzh hag hep peul, hep efod hag hep terafim.


Treiñ a reont, met n'eo ket d'an Uhel. Bez' ez int evel ur wareg touellus. O fennoù a gouezho dre ar c'hleze, en abeg da zroug o zeod. Kement-se a droio dezho e goapaerezh e bro Ejipt.


En aberzhoù a ginnigont din, ec'h aberzhont kig, hag e tebront anezhañ, met an AOTROU ne gav ket plijadur enno. Bremañ e teuio soñj dezhañ eus o direizhder hag e kastizo o fec'hedoù. Distreiñ a raint d'an Ejipt.


En em c'hourizit ha dougit kañv, aberzhourien! Hirvoudit, servijerien an aoter! Deuit ha tremenit an noz gwisket a seier, servijerien va Doue! Rak difennet eo ouzh an donezon hag an evadkinnig dont e ti ho Toue.


An donezon hag an evadkinnig a zo lamet eus ti an AOTROU, an aberzhourien, servijerien an AOTROU, a zo e kañv.


Piv a oar ha ne zistroio ket ha n'en devo ket keuz, ha ne lezo ket ur vennozh war e lerc'h, un donezon hag un evadkinnig evit an AOTROU ho Toue?


rak ene ar c’hig a zo er gwad. E roet em eus war an aoter d’ober dic’haou evit hoc’h eneoù, rak ar gwad eo a ra dic’haou evit an ene.


Komz da Aaron ha lavar: Pep den eus da ziskennidi, e-touez da lignez, hag en devo ur si, ne dostaio ket da ginnig boued e Zoue.


Pep den e-touez diskennidi an aberzhour Aaron hag en devo ur si, ne dostaio ket da ginnig ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU. Ur si a zo ennañ, ne dostaio ket da ginnig boued e Zoue.


Santel e vint evit o Doue ha ne zisakrint ket anv o Doue, rak kinnig a reont d’an AOTROU ar profoù graet dre an tan, boued o Doue; santel e vint.


Sellout a ri outo evel santel rak e kinnigont boued da Zoue. Santel e vint evidout rak me a zo santel, me, an AOTROU a santela ac’hanoc’h.


Mar kinnigit loskaberzhoù ha donezonoù, ne blijont ket din, ne sellin ket ouzh hoc'h aberzhoù a drugarekadennoù a reot gant ho leueoù lart.


Ha setu un eil tra a rit: Goleiñ a rit a zaeroù aoter an AOTROU, a oueladegoù hag a huanadoù, e doare ma ne sell ken ouzh ar brofadenn, ha ne gemer ken plijadur er pezh a zeu eus ho taouarn.


An hini a stoko ouzh ar c'horf marv eus un den bennak a vo dic'hlan e-pad seizh devezh.


Ro urzhioù da vibien Israel ha lavar: Ret e vo deoc'h eveshaat ma vo kinniget din en amzer dereat an donezon hag ar boued evit va frofoù graet dre an tan, ur c'hwezh dudius din.


Astenn a raint ul liñsel limestra war daol ar baraoù a ginnig hag e lakaint warni ar pladoù, an tasoù, al listri hag an hanafoù evit an evajoù-kinnig; ar bara peurbad a vo warni,


Me eo ar bara bev a zo diskennet eus an neñv. Mar debr unan bennak eus ar bara-mañ, e vevo da viken. Hag ar bara a roin eo va c’hig, a roin evit buhez ar bed.


ne'm eus debret netra pa oan e kañv, ne'm eus lamet netra evit un implij dic'hlan, ne'm eus roet netra evit ur marv, sentet em eus ouzh mouezh an AOTROU va Doue, graet em eus hervez ar pezh ac'h eus gourc'hemennet din.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos