Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 26:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Me eo an AOTROU ho Toue, en deus tennet ac’hanoc’h eus bro Ejipt evit ne vefec’h ken er sklaverezh; torret em eus liammoù ho yev hag ho lakaet da gerzhout sonn.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 26:13
18 Referencias Cruzadas  

Da bediñ a ran, o AOTROU, rak me a zo da servijer, da servijer mab da vatezh. Dieret ec'h eus va ereoù.


An AOTROU a galetaas kalon Faraon, roue an Ejipt, hag ez eas war-lerc'h mibien Israel. Mibien Israel a voe aet kuit gant an dorn uhel.


Me eo an AOTROU da Zoue, en deus tennet ac'hanout eus bro Ejipt, eus an ti sklavelezh.


Me a gemero ac'hanoc'h evit va fobl, hag e vin ho Toue, hag ec'h anavezot ez on an AOTROU ho Toue, an hini a denn ac’hanoc’h a-zindan bec'hioù an Ejipsianed.


rak en lakain e dorn da waskerien, ar re a lavare da'z ene: Pleg evit ma tremenimp! Neuze e raes eus da gein evel un douar, evel ur straed evit an dremenidi.


Rak torret ec'h eus ar yev a boueze warno, hag ar vazh a skoe gant o divskoaz, gwialenn o gwasker, evel en deiz Madian.


Dre ma ec'h eus abaoe pell torret da yev ha dispennet da ereoù, lavaret ec'h eus: Ne vin ken er sklavelezh! Met war bep krec'hienn uhel ha dindan pep gwezenn c'hlas ec'h eus stouet evel ur c'hast.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Torret em eus yev roue Babilon.


Me a lakaio da zistreiñ d'al lec'h-mañ, eme an AOTROU, Jekonia mab Jojakim roue Juda, gant an holl harluidi Juda a zo aet da Vabilon, rak terriñ a rin yev roue Babilon.


E Tapanez e teñvalaio an deiz, pa dorrin yev an Ejipt, ha pa baouezo lorc'h he nerzh. Ur goabrenn he goloio hag he merc'hed a yelo d'ar prizonerezh.


Gwez ar parkeier a roio o frouezh, an douar a roio e drevad, hag int a vo e surentez en o bro, hag e ouezint ez on me an AOTROU, pa em bo torret koad o yev hag o dieubet eus dorn ar re a sklavelae anezho.


O zennet em eus gant kerdin denel, gant ereoù a garantez. Bet on evito evel ar re o dije savet ar yev diwar o javedoù, ha kinniget em eus boued dezho.


Me eo an AOTROU ho Toue, en deus tennet ac’hanoc’h eus bro Ejipt, evit reiñ deoc’h bro Ganaan ha bezañ ho Toue.


Va servijerien ez int, am eus tennet eus bro Ejipt, ha ne vint ket gwerzhet evel ma werzher ur sklavour.


Rak din-me eo mibien Israel sklavourien, bez’ ez int va sklavourien am eus tennet eus bro Ejipt. Me eo an AOTROU ho Toue.


Met bremañ e vruzunin ar yev diwarnout, hag e torrin da ereoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos