Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 26:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Met ma ne selaouit ket ac’hanon ha ma ne rit ket hervez an holl c’hourc’hemennoù-mañ,

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 26:14
23 Referencias Cruzadas  

Kit, goulennatait an AOTROU evidon, evit ar bobl hag evit Juda a-bezh, diwar-benn komzoù al levr a zo bet kavet. Rak bras eo kounnar an AOTROU a zo entanet a-enep deomp, dre ma n'o deus ket sentet hon tadoù ouzh komzoù al levr-mañ, evit ober hervez kement a zo skrivet evidomp.


Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da gas ur gwalleur war al lec'h-mañ ha war e dud, an holl vallozhioù a zo skrivet el levr a zo bet lennet dirak roue Juda.


Met mar distroit, mar dilezit va reolennoù ha va gourc'hemennoù am eus lakaet dirazoc'h, ha mard it da servijañ doueoù all ha da stouiñ dirazo,


Met va fobl n’he deus ket selaouet ouzh va mouezh, Israel n’eo ket fellet dezhañ sentiñ ouzhin.


Mallozh an AOTROU a zo war di an den drouk, met bennigañ a ra ti ar re reizh.


Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket roet o skouarn, heuliet en deus pep hini kaleter e galon fall. Hag em eus degaset warno holl gomzoù an emglev am eus gourc'hemennet dezho mirout, ha n'o deus ket miret.


Met ma ne selaouit ket ouzhin, evit santelaat deiz ar sabad, evit chom hep dougen bec'h ebet, evit chom hep ober dont-tre dezho dre zorojoù Jeruzalem da zeiz ar sabad, e lakain an tan en he dorojoù, deviñ a raio palezioù Jeruzalem, ha ne vo ket mouget.


Lavarout a ri dezho: Evel-henn e komz an AOTROU: Ma ne selaouit ket ouzhin evit kerzhout hervez va lezenn am eus lakaet dirazoc'h,


Ar brofeded hag a zo bet a-raok din hag a-raok dit, abaoe pell 'zo, o deus profedet a-enep meur a vro hag a-enep rouantelezhioù bras, ar brezel, ar glac'har hag ar vosenn.


Deuet int e-barzh hag o deus he ferc'hennet, met n'o deus ket sentet ouzh da vouezh, n'o deus ket kerzhet hervez da lezenn, n'o deus graet netra eus ar pezh az poa gourc'hemennet dezho ober. En abeg da-se ec'h eus graet d'an holl zroug-mañ dont warno.


Penn ar warded a gemeras eta Jeremiaz hag a lavaras dezhañ: An AOTROU da Zoue en doa disklêriet an droug-mañ a-enep al lec'h-mañ,


An AOTROU a zo reizh, rak ez on bet disent ouzh e c'henoù. Pobloù, selaouit holl, gwelit va glac'har. Va gwerc'hezed ha va zud yaouank a zo bet harluet.


An AOTROU en deus graet hervez e vennozh, sevenet en deus ar gomz divizet abaoe pell. Distrujet en deus didruez. Laouenaet en deus an enebour diwar da benn, savet en deus nerzh da waskerien.


An holl boan-se a zo deuet warnomp hervez ar pezh a zo skrivet e lezenn Voizez, ha n'hon eus ket pedet an AOTROU hon Doue, evit hon distreiñ diouzh hon direizhder hag hon lakaat evezhiek ouzh da wirionez.


Pa'z aint, ec'h astennin warno va roued, o lakaat a rin da gouezhañ evel laboused an neñvoù, o c'hastizañ a rin, evel m'o deus klevet en o bodadeg.


Ma ne’m selaouit ket en desped da-se, e kastizin ac’hanoc’h seizh gwech mui abalamour d’ho pec’hedoù,


Ma ne selaouit ket, ha ma ne lakait ket ho kalon da reiñ gloar da'm anv, eme AOTROU an armeoù, e kasin warnoc'h ar vallozh, hag e vallozhin ho pennozhioù. Ya, mallozhiñ a rin anezho dre ma ne lakait ket ho kalon da-se.


ha piv bennak ne selaouo ket ar profed-se a vo distrujet eus a-douez ar bobl.


Lakait evezh na zisprizfec’h an hini a gomz ouzhoc’h, rak ma ne dec’has ket ar re a zisprizas an hini a alie anezho war an douar, pegen diaesoc’h c’hoazh e vo deomp tec’hout mar troomp kein d’an hini a gomz deomp eus an neñvoù,


Hag evel ma'z eo c'hoarvezet ganeoc'h an holl gomzoù mat en deus lavaret an AOTROU ho Toue, evel-se e lakaio da zont warnoc'h an AOTROU an holl gomzoù fall, betek ma'z eot da get a-ziwar c'horre ar vro vat-mañ en deus roet deoc'h an AOTROU ho Toue.


Dre holl ma'z aent, dorn an AOTROU a oa a-enep dezho evit o drougeur, evel m'en doa lavaret an AOTROU hag evel m'en doa touet an AOTROU dezho; hag e voent en un estrenvan vras.


Met ma ne sentit ket ouzh mouezh an AOTROU , ha mar bezit disentus ouzh gourc'hemenn an AOTROU , dorn an AOTROU a vo a-enep deoc'h evel m'eo bet a-enep ho tadoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos