Jozue 1:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Den ne zalc'ho dirazout e-pad holl zeizioù da vuhez; me a vo ganit evel ma'z on bet gant Moizez, ne zilaoskin ket ac'hanout, ne zilezin ket ac'hanout. |
Evel m'eo bet an AOTROU gant ar roue va aotrou, evel-se ra vo gant Salomon, ha ra uhelaio e dron muioc'h eget tron ar roue David va aotrou.
Mar sentez ouzhin e kement a c'hourc'hemennin dit, ma kerzhez em hentoù, ma rez kement a zo reizh dirak va daoulagad, en ur virout va reolennoù ha va gourc'hemennoù evel m'en deus graet David va servijer, me a vo ganit, hag e savin dit un ti padus evel ma em eus savet unan da Zavid, hag e roin dit Israel.
Ra vo an AOTROU hon Doue ganeomp, evel m'eo bet gant hon tadoù. Ra n'hon dilezo ket, ra n'hon distaolo ket.
David a lavaras eta da Salomon: En em galoneka ha bez kreñv, ha dit da labourat; na spont ket ha na'z pez ket aon, rak an AOTROU Doue, va Doue, a vo ganit, ne zilaosko ket ac'hanout, ne zilezo ket ac'hanout, ken na vo echuet ganit an holl labour evit servij ti an AOTROU .
Paouezit hag anavezit eo me a zo Doue, me a vo meulet e-touez ar pobloù, me a vo meulet dre an douar holl.
Hag e lavaras: Me a vo ganit, ha setu amañ evit sin dit eo me a gas ac'hanout: Pa ez po degaset va fobl kuit eus an Ejipt, e servijot Doue war ar menez-mañ.
Lakaat a rin an dalled da gerzhout dre un hent n'anavezont ket, o renin dre wenodennoù dianav dezho, dirazo e trein an deñvalijenn e sklêrijenn, an traoù kamm e traoù eeun; kement-se a rin dezho, ha ne zilezin ket anezho.
An hini a vo deuet a-enep dezhañ a raio evel m'en devo c'hoant, ha ne vo den da zerc'hel dirazañ. Hag ec'h ehano e bro ar c'hloar, o tistrujañ dre e zorn.
hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc’hemennet deoc’h. Ha setu, emaon ganeoc’h bemdez betek fin ar bed. Amen.
Petra a lavarimp eta diwar-benn an traoù-se? Mar d-eo Doue evidomp, piv a vo a-enep deomp?
Pa'z i d'ar brezel a-enep da enebourien, hag e weli kezeg, kirri hag ur bobl niverusoc'h egedout, na'z po ket aon razo, an AOTROU da Zoue a vo ganit, eñ hag en deus graet dit pignat eus bro Ejipt.
rak an AOTROU ho Toue a gerzh ganeoc'h da vrezeliñ evidoc'h a-enep hoc'h enebourien, evit salviñ ac'hanoc'h.
Hag e roas urzhioù da Jozue mab Nun o lavarout: En em galoneka ha bez kreñv! Rak te a zereno mibien Israel d'ar vro am eus touet dezho, ha me a vo ganit.
rak an AOTROU da Zoue a zo un Doue trugarezus, na'z tilezo ket ha na'z tistrujo ket, na n'ankounac’haio ket emglev da dadoù, en deus touet dezho.
Hag e lakaio e rouaned etre da zaouarn, hag e tilami o anv a-zindan an neñvoù, den ne zalc'ho dirazout betek ma vint aet da get.
Met an Aotrou a zo en em zalc’het tost din hag en deus va c’hreñvaet, ken ma em eus prezeget gant nerzh hag an holl baganed o deus klevet. Ha dieubet on bet eus genoù al leon.
Ra vo ho kundu hep pizhoni, bezit laouen gant ar pezh hoc’h eus rak eñ e-unan en deus lavaret: A-dra-sur ne lezin ket ac’hanout ha ne guitain ket ac’hanout.
ni a sento ouzhit evel hon eus sentet ouzh Moizez. Nemet, ra vo an AOTROU da Zoue ganit evel ma'z eo bet gant Moizez.
Ha ne'm eus ket gourc'hemennet dit: En em galoneka ha bez kreñv? Na spont ket ha na'z pez ket aon, rak an AOTROU da Zoue a vo ganit dre holl ma'z i.
An AOTROU a lavaras da Jozue: Na'z pez ket aon, o lakaet em eus etre da zaouarn, hini anezho ne zalc'ho dirazout.
An AOTROU a roas dezho diskuizh a bep kostez, evel m'en doa touet d'o zadoù, hag hini ebet eus o enebourien ne zalc'has dirazo; an AOTROU a lakaas o holl enebourien etre o daouarn.
An AOTROU a lavaras da Jozue: Hiziv e krogin da sevel ac'hanout dirak daoulagad Israel, evit ma ouezint penaos, evel ma'z on bet gant Moizez, e vin ganit.
Pa save an AOTROU barnerien dezho, e veze an AOTROU gant ar barner, hag o dieube eus dorn o enebourien e-pad holl vuhez ar barner, rak keuz en deveze an AOTROU abalamour d'ar c'hlemmoù a laoskent dirak ar re o gwaske hag o mac'he.
Ha pa c'hoarvezo an arouezioù-se ganit, gra kement a gavo da zorn, rak Doue a zo ganit.