Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 6:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 An AOTROU a voe gant Jozue, hag ar vrud anezhañ en em skuilhas dre ar vro holl.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 6:27
22 Referencias Cruzadas  

Met an AOTROU a voe gant Jozef, hag ec'h astennas e vadelezh warnañ. Lakaat a reas anezhañ da gavout trugarez dirak daoulagad penn an toull-bac'h.


bet on ganit e kement lec'h ma ec'h eus kerzhet, distrujet em eus da holl enebourien dirazout, graet em eus dit un anv bras, evel anv ar re vras a zo war an douar,


Ha brud David en em skuilhas dre an holl vroioù. An AOTROU a lakaas ar spont anezhañ war an holl vroadoù.


Rak Mardoke a oa bras e ti ar roue, hag ar brud mat anezhañ en em strewe dre an holl broviñsoù, rak ez ae an den Mardoke war vrasaat.


En amzer-se, Herodez an tetrark, o vezañ klevet komz eus Jezuz,


Rak e-lec’h ma ez eus daou pe dri dastumet em anv, emaon eno en o c’hreiz.


hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc’hemennet deoc’h. Ha setu, emaon ganeoc’h bemdez betek fin ar bed. Amen.


Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc’het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc’het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac’hae anezho.


Gras an Aotrou Jezuz-Krist, karantez Doue ha kenunvaniezh ar Spered-Santel ra vo ganeoc’h holl! Amen.


En em galonekait ha bezit kreñv! N'ho pet ket aon ha na vezit ket spontet abalamour dezho, rak an AOTROU da Zoue a gerzho ganit, ne zilaosko ket ac'hanout, ne zilezo ket ac'hanout.


Met an Aotrou a zo en em zalc’het tost din hag en deus va c’hreñvaet, ken ma em eus prezeget gant nerzh hag an holl baganed o deus klevet. Ha dieubet on bet eus genoù al leon.


Ra vo an Aotrou Jezuz-Krist gant da spered! Ar c’hras ra vo ganeoc’h! Amen.


Den ne zalc'ho dirazout e-pad holl zeizioù da vuhez; me a vo ganit evel ma'z on bet gant Moizez, ne zilaoskin ket ac'hanout, ne zilezin ket ac'hanout.


Ha ne'm eus ket gourc'hemennet dit: En em galoneka ha bez kreñv? Na spont ket ha na'z pez ket aon, rak an AOTROU da Zoue a vo ganit dre holl ma'z i.


Pa glevas an traoù-se an holl rouaned a oa en tu-mañ d'ar Jordan, er menez, er blaenenn ha war holl aodoù ar Mor Bras dirak al Liban, an Hitited, an Amoreaned, ar Gananeiz, ar Ferezianed, an Hevianed, ar Jebuziz,


Met tud Gabaon, o vezañ klevet ar pezh en doa graet Jozue da Jeriko ha da Ai,


Hag e lavarjont: Da servijerien a zeu eus ur vro gwall bell, en abeg da anv an AOTROU da Zoue, rak klevet hon eus e vrud ha kement en deus graet en Ejipt,


An AOTROU a oa gant Juda, hag e kasjont kuit tud ar menez. Met ne c'helljont ket kas kuit tud an draonienn, rak kirri houarn o doa.


David a rae berzh e kement a embrege, rak an AOTROU a oa gantañ.


Setu perak e lavar an AOTROU Doue Israel: Disklêriet em eus e kerzhje da di ha ti da dad dirazon da viken. Met bremañ e lavar an AOTROU: Pell diouzhin! Rak enoriñ a rin ar re a enor ac'hanon, met ar re am dispriz a vo disprizet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos