Hag e lavaras: Me a vo ganit, ha setu amañ evit sin dit eo me a gas ac'hanout: Pa ez po degaset va fobl kuit eus an Ejipt, e servijot Doue war ar menez-mañ.
Selaouit ouzhin, c'hwi hag a anavez ar reizhder, pobl hag he deus va lezenn en he c'halon, n'ho pet ket aon rak dismegañs an dud, ha na vezit ket spontet gant o rebechoù,
Met an AOTROU a zo ganin evel ur pennden galloudus ha spontus, setu perak e kouezho va heskinerien, ne drec'hint ket, ha dre ma n'o devo ket graet gant furnez, e vint mezhek, ruziañ a raint gant ur vezh peurbadus.
Rak me a zo ganit, eme an AOTROU, evit da zieubiñ. Peurzistrujañ a rin an holl vroadoù am boa da stlabezet en o zouez, met te, ne zistrujin ket ac'hanout holl, da gastizañ a rin gant muzul, met ne'z talc'hin ket evit didamall.
N'ho pet ket aon rak roue Babilon, ma hoc'h eus aon dirazañ, n'ho pet ket aon razañ, eme an AOTROU, rak me a zo ganeoc'h evit ho saveteiñ hag ho tieubiñ eus e zorn,
Respont a reas o lavarout: Setu, e welan pevar den diere o kerzhout e-kreiz an tan, hep poan ebet dezho. Ha doare ar pevare a zo heñvel ouzh ur mab doue.
O welout hardizhegezh Pêr ha Yann, hag o c’houzout e oant tud dizesk hag eus ar bobl izel, e voent souezhet. Anavezout a raent e oa bet ar re-se gant Jezuz.
En em galonekait ha bezit kreñv! N'ho pet ket aon ha na vezit ket spontet abalamour dezho, rak an AOTROU da Zoue a gerzho ganit, ne zilaosko ket ac'hanout, ne zilezo ket ac'hanout.