Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 28:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc’hemennet deoc’h. Ha setu, emaon ganeoc’h bemdez betek fin ar bed. Amen.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

20 ha setu, emoun ganeoc’h bemdez bete fin ar bed. Amen!

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

20 Ha desquet tehai miret en ol gourhemenneu e mès reit t’oh. Hag él‐cé ehué on guet‐n‐oh bamdé bet en tu dehuéhan ag er bed.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 28:20
48 Referencias Cruzadas  

Met an AOTROU a voe gant Jozef, hag ec'h astennas e vadelezh warnañ. Lakaat a reas anezhañ da gavout trugarez dirak daoulagad penn an toull-bac'h.


Benaja mab Jehojada a respontas d'ar roue o lavarout: Amen! Ra c'hourc'hemenno evel-se an AOTROU, Doue ar roue va aotrou.


Benniget ra vo an AOTROU , Doue Israel, a gantved da gantved, ha ma lavaro an holl bobl: Amen! Meulit an AOTROU!


Paouezit hag anavezit eo me a zo Doue, me a vo meulet e-touez ar pobloù, me a vo meulet dre an douar holl.


Ar pobloù a fiñv, ar rouantelezhioù a vrañsell, lakaat a ra e vouezh da vezañ klevet, hag an douar a deuz.


Benniget ra vo da viken e anv glorius, ra vo an douar holl leuniet gant e c'hloar! Amen! Amen!


Hag e lavaras: Me a vo ganit, ha setu amañ evit sin dit eo me a gas ac'hanout: Pa ez po degaset va fobl kuit eus an Ejipt, e servijot Doue war ar menez-mañ.


Ni a raio ur veaj a dri devezh er gouelec'h da aberzhiñ d'an AOTROU hon Doue, evel ma lavaro deomp.


Na'z pez ket aon, rak me a zo ganit, na sellez ket nec'het, rak me eo da Zoue; da nerzhañ a rin, da sikour a rin, da zerc'hel a rin gant dorn dehou va reizhder.


Evel-henn e komz AOTROU: En em zalc'h war leurenn ti an AOTROU, ha lavar da holl gêrioù Juda a zeu da stouiñ e ti an AOTROU an holl gomzoù am eus gourc'hemennet dit lavarout dezho; na lam ket ur ger.


Ar priñs a yelo e-barzh en o zouez pa'z aint e-barzh. Ha pa'z aint kuit, e yelo ivez.


Setu, ar werc’hez a vo brazez hag a c’hano ur mab a vo galvet Emanuel, da lavarout eo: Doue ganeomp.


Evel-se e c’hoarvezo e fin ar bed. An aeled a zeuio hag a zispartio ar re zrouk eus a-douez ar re reizh


Rak e-lec’h ma ez eus daou pe dri dastumet em anv, emaon eno en o c’hreiz.


Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, an diskibien a dostaas outañ a-du, o lavarout: Lavar deomp pegoulz e c’hoarvezo an traoù-se, ha pehini e vo ar sin eus da zonedigezh hag eus fin ar bed?


ha n’hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug, rak dit eo ar ren, ar galloud hag ar gloar da viken. Amen.


Int a yeas kuit hag a brezegas dre holl, an Aotrou a laboure ganto hag a roe kred d’ar ger dre ar mirakloù a heulie. Amen.


Kenderc’hel a raent e kelennerezh an ebestel, er genunvaniezh, e torradur ar bara hag er pedennoù.


rak disklêriet em eus deoc’h holl guzul Doue, hep kuzhat netra.


Breudeur, meuliñ a ran ac’hanoc’h abalamour ma hoc’h eus soñj ac’hanon e pep tra ha ma virit va c’helennadurezh evel ma em eus he roet deoc’h.


Rak resevet em eus digant an Aotrou ar pezh am eus ivez kelennet deoc’h, penaos an Aotrou Jezuz, en noz ma oa droukroet, a gemeras bara


Mar kred unan bennak bezañ profed pe speredel, ra anavezo ez eo gourc’hemennoù an Aotrou an traoù a skrivan deoc’h.


Mirout a reot an holl draoù a c'hourc'hemennan dit hag e reot diouto, ha ne lakaiot netra ouzhpenn enno ha ne lammot netra diouto.


Mirit ar pezh en deus gourc'hemennet an AOTROU ho Toue deoc'h ha grit dioutañ, ne zistroiot nag a-zehou nag a-gleiz.


Eñ eo an hini a brezegomp, oc’h aliañ pep den hag o kelenn pep den e pep furnez, evit lakaat pep den da vezañ peurvat e Krist Jezuz.


Met an Aotrou a zo en em zalc’het tost din hag en deus va c’hreñvaet, ken ma em eus prezeget gant nerzh hag an holl baganed o deus klevet. Ha dieubet on bet eus genoù al leon.


Den ne zalc'ho dirazout e-pad holl zeizioù da vuhez; me a vo ganit evel ma'z on bet gant Moizez, ne zilaoskin ket ac'hanout, ne zilezin ket ac'hanout.


evit ma ho po soñj eus ar gerioù a zo bet lavaret diaraok gant ar brofeded santel, hag eus hor gourc’hemenn-ni ebestel an Aotrou ha Salver.


an hini a zo bev. Bet on marv, ha setu, ez on bev e kantvedoù ar c’hantvedoù. Amen. Me am eus alc’houezioù lec’h ar marv hag ar marv.


Eürus ar re a vir e c’hourc’hemennoù, evit m’o devo lod er wezenn a vuhez hag e c’hellint mont e-barzh kêr dre an dorojoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos