Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 28:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 It eta, kelennit an holl vroadoù, o vadeziñ anezho en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 o vadezi anezhe en hano an Tad, ar Mab hag ar Spered‐Santel hag o tiski dezhe miret kement tra em euz gourc’hemenet deoc’h;

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

19 Quêrhet enta; quelenet en ol pobleu, ha badéetind é hanhue en Tad, hag er Mab, hag er Spèred‐Glan;

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 28:19
39 Referencias Cruzadas  

Doue a lavaras: Greomp an den en hor skeudenn, hervez hon heñveledigezh, ha ra reno war besked ar mor, war laboused an neñvoù, war ar chatal, war an douar holl ha war an holl stlejviled a ruz war an douar.


Tostait ouzhin ha selaouit kement-mañ: Abaoe ar penn-kentañ ne'm eus ket komzet e kuzh, abaoe m'eo c'hoarvezet an dra edon eno. Ha bremañ an Aotrou AOTROU hag e Spered a gas ac'hanon.


Lavaret en deus: Re nebeut eo dit bezañ va servijer evit adsevel meuriadoù Jakob hag evit distreiñ an nemorant eus Israel, da lakaat a ran evel sklêrijenn ar broadoù, evit degas va silvidigezh betek pennoù an douar.


An AOTROU en deus dizoloet brec'h e santelezh ouzh daoulagad an holl bobloù, hag holl bennoù an douar a welo silvidigezh hon Doue.


Hag e lavaras dezho: Dre-se, kement skrib desket diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur penn-tiegezh a denn traoù nevez ha traoù kozh eus e deñzor.


An holl vroadoù a vo dastumet dirazañ, hag e tispartio an eil diouzh egile, evel ma tisparti ar mesaer an deñved diouzh ar bouc’hed.


betek an deiz ma voe savet en neñv, goude bezañ roet e urzhioù, dre ar Spered-Santel, d’an ebestel en doa dibabet.


Met resev a reot un nerzh pa zeuio ar Spered-Santel warnoc’h, hag e viot va zestoù e Jeruzalem, en holl Judea, e Samaria ha betek pennoù pellañ an douar.


Goude bezañ prezeget an Aviel er gêr-se ha bezañ graet enni meur a ziskibl, e tistrojont da Listra, Ikoniom hag Antioch,


Ar re eta a zegemeras e c’her gant levenez a voe badezet. War-dro tri mil ene a voe unanet en deiz-se d’an diskibien.


Gouezit eta penaos ar silvidigezh a Zoue a zo kaset d’ar baganed hag int a selaouo.


Kerkent e kouezhas evel skant eus e zaoulagad hag ec’h adkavas ar gweled. Neuze e savas hag e voe badezet.


Met e lavaran: Ha n’o deus ket klevet? Er c’hontrol, o mouezh a zo aet dre an douar holl hag o c’homzoù betek pennoù pellañ ar bed.


Anez, petra a raio ar re a zo badezet evit ar re varv. Ma ne advevo ket ar re varv, perak neuze ez int badezet evit ar re varv?


Gras an Aotrou Jezuz-Krist, karantez Doue ha kenunvaniezh ar Spered-Santel ra vo ganeoc’h holl! Amen.


c’hwi-holl hag a zo bet badezet e Krist, hoc’h eus gwisket Krist warnoc’h.


rak drezañ hon eus an eil hag egile un degemer digant an Tad en un hevelep Spered.


gant ma chomot diazezet war ar feiz ha start en ho sav, hep dilezel esperañs an Aviel hoc’h eus klevet, a zo bet prezeget d’an holl grouadelezh a zo dindan an neñv, hag ez on bet graet me, Paol, ministr anezhañ.


Hag ar skeudenn a gement-se, ar vadeziant, nann an hini a lam kuit saotroù ar c’horf met ar c’hoant start eus ur goustiañs vat dirak Doue, a zeu d’hor saveteiñ bremañ dre adsavidigezh Jezuz-Krist a varv.


Rak bez’ ez eus tri a ro testeni en neñv, an Tad, ar Ger hag ar Spered-Santel, hag an tri-se a zo unan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos