Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 28:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Jezuz a dostaas outo, a gomzas outo hag a lavaras: Pep galloud a zo bet roet din en neñv ha war an douar.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 Ha Jesus a dostaaz, hag a gomzaz outhe, en eur lavaret: Pep galloud a zo roet d’in en env ha var an douar; it eta, ha kelennit an holl boblou,

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

18 Ha Jesus e dostas dehai hag e laras: En ol perh e zou bet reit t’eign én Nean hag arh en douar.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 28:18
31 Referencias Cruzadas  

An AOTROU eo hor skoed, Sant Israel eo hor roue.


Va gervel a raio, o lavarout: Te eo va Zad, va Doue, ha roc'h va silvidigezh!


Drezon eo e ren ar rouaned hag e c'hourc'hemenn ar briñsed ar pezh a zo reizh.


Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut nemet ar Mab, hag an hini e fell d’ar Mab e ziskuliañ dezhañ.


Me a lavar deoc’h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n’o devo gwelet Mab an den o tont en e rouantelezh.


Jezuz a lavaras dezhañ: Henn lavaret ec’h eus. Ouzhpenn, e lavaran deoc’h, e welot hiviziken Mab an den azezet a-zehou da c’halloud Doue hag o tont war goabr an neñv.


Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad nemet ar Mab hag an hini a fell d’ar Mab e zisklêriañ dezhañ.


Jezuz, oc’h anavezout en doa an Tad lakaet pep tra etre e zaouarn, hag e oa deuet eus Doue hag e tistroe da Zoue,


ha, hervez ar galloud ac’h eus roet dezhañ war bep kig, ma roio ar vuhez peurbadus d’an holl re ac’h eus roet dezhañ.


An hini a zeu eus an nec’h a zo dreist an holl. An hini a zeu eus an douar a zo eus an douar hag e lavar a zeu eus an douar. An hini a zeu eus an neñv a zo dreist an holl,


An Tad a gar ar Mab hag en deus lakaet pep tra etre e zaouarn.


Setu aze ar ger en deus kaset da vibien Israel, en ur zisklêriañ dezho Aviel ar peoc’h dre Jezuz-Krist, Aotrou an holl.


Ra ouezo holl di Israel eta a-dra-sur penaos en deus Doue graet Aotrou ha Krist ar Jezuz-se hoc’h eus staget ouzh ar groaz.


Rak evit-se eo Krist marvet, eo adsavet a-varv hag en deus adkemeret ar vuhez, evit ma reno war ar re vev ha war ar re varv.


Rak Doue en deus lakaet an holl draoù dindan e dreid. Ha pa lavar ez eo an holl draoù dindanañ, eo sklaer penaos an hini en deus lakaet an holl draoù dindanañ n’emañ ket e-unan dindanañ.


hag hoc’h eus pep leunder ennañ-eñ, hag a zo mestr war bep priñselezh ha pep nerzh.


en deus komzet ouzhimp en amzer diwezhañ-mañ dre e Vab, a zo bet lakaet gantañ da heritour war an holl draoù, drezañ ivez en deus krouet ar bed.


ha lakaet ec’h eus an holl draoù dindan e dreid. Rak Doue, o vezañ lakaet an holl draoù dindanañ, n’en deus lezet netra na vefe ket dindanañ. Met ne welomp ket c’hoazh bremañ ez eo pep tra dindanañ.


Eñ, o vezañ aet en neñv, a zo a-zehou da Zoue, ha dindanañ emañ an aeled, an nerzhioù hag ar galloudoù.


Ar seizhvet ael a sonas, ha mouezhioù kreñv a voe klevet en neñv o lavarout: Rouantelezhioù ar bed a zo lakaet dindan galloud hon Aotrou hag e Grist. Eñ a reno e kantvedoù ar c’hantvedoù.


Stourm a raint a-enep an Oan hag an Oan o zrec’ho, abalamour ma’z eo Aotrou an aotrounez ha Roue ar rouaned, hag ar re a zo gantañ eo ar re c’halvet ar re zibabet hag ar re feal.


War e vantell ha war e vorzhed e toug un anv skrivet: ROUE AR ROUANED, HAG AOTROU AN AOTROUNEZ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos