Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 8:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

37 Met en holl draoù-se ez omp ouzhpenn trec’herien dre an hini en deus hor c’haret.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

37 Er c’hontrol, en holl draou‐ze e c’hounezomp ar victoar ha muioc’h c’hoas, dre an hini hen deuz karet ac’hanomp.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 8:37
25 Referencias Cruzadas  

Lonkañ a raio ar marv en trec'h; an Aotrou AOTROU a sec'ho an daeroù diwar an holl zremmoù, hag a lakaio dismegañs e bobl da dec'hout kuit a-ziwar an douar holl, rak an AOTROU en deus komzet.


Lavaret em eus deoc’h an traoù-mañ evit ma ho po ar peoc’h ennon. Trubuilhoù ho po er bed, met bezit kalonek, me am eus trec’het ar bed.


Piv a zispartio ac’hanomp diouzh karantez Krist? Ha bez’ e vo an anken, ar glac’har, an heskinerezh, an naon, an noazhder, ar riskl, ar c’hleze?


Pa’z en devo ar c’horf breinus-mañ gwisket an divreinusted ha pa’z en devo ar c’horf marvel-mañ gwisket an divarvelezh, neuze e vo peurc’hraet ar ger a zo skrivet: Ar marv a zo bet lonket en trec’h.


Met ra vo trugarekaet Doue a ro deomp an trec’h dre hon Aotrou Jezuz-Krist!


Ha krediñ a rit e fell deomp adarre en em zidamall dirazoc’h? Komz a reomp dirak Doue e Krist, ha kement-se holl, re garet mat, evit ho kenteliañ.


ha lavaret en deus din: Va gras a zo a-walc’h evidout, rak va galloud en em ziskouez en dinerzded. Tennañ a rin gloar eta kentoc’h eus va dinerzhded, evit ma chomo galloud Krist ennon.


Grasoù ra vo roet da Zoue, dre ma laka ac’hanomp atav da drec’hiñ e Krist hag e skuilh drezomp c’hwezh-vat e anaoudegezh e pep lec’h.


Kroazstaget on bet asambles gant Krist ha, mar bevan, n’eo ket me ken a vev met Krist eo a vev ennon. Mar bevan c’hoazh er c’hig, e vevan dre ar feiz e Mab Doue en deus va c’haret hag a zo en em roet e-unan evidon.


kerzhit er garantez, evel m’en deus Krist ivez hor c’haret hag eo en em ginniget e-unan da Zoue evidomp e prof hag en aberzh a c’hwezh vat.


Hon Aotrou Jezuz-Krist e-unan, ha Doue hon Tad en deus hor c’haret ha roet deomp dre e c’hras ur frealz peurbadus hag un esperañs vat,


E kement-mañ emañ ar garantez: n’eo ket ni hon eus karet Doue, met eñ eo an hini en deus hor c’haret ha kaset e Vab en aberzh-dic’haouiñ evit hor pec’hedoù.


Ni a gar anezhañ dre ma en deus hor c’haret da gentañ.


Bugale vihan, c’hwi a zo eus Doue hag hoc’h eus trec’het anezho, abalamour an hini a zo ennoc’h a zo brasoc’h eget an hini a zo er bed.


D’an hini a c’hell ho tiwall a bep lamm hag ho lakaat d’en em ziskouez dinamm ha leun a levenez dirak e c’hloar,


hag a-berzh Jezuz-Krist, an test feal, ar c’hentañ-ganet a-douez ar re varv ha Priñs rouaned an douar. D’an hini en deus hor c’haret, en deus hor gwalc’het eus hor pec’hedoù dre e wad


Trec’het o deus anezhañ dre wad an Oan ha dre ar ger o deus rentet testeni drezañ, ha n’o deus ket karet o buhez en tu all d’ar marv.


Stourm a raint a-enep an Oan hag an Oan o zrec’ho, abalamour ma’z eo Aotrou an aotrounez ha Roue ar rouaned, hag ar re a zo gantañ eo ar re c’halvet ar re zibabet hag ar re feal.


An hini a drec’ho en devo an holl draoù da hêrezh. E Zoue e vin hag eñ a vo va mab.


Setu, e roin dit reoù eus sinagogenn Satan, en em lavar Yuzevien ha n’int ket met a lavar gevier. Setu, me a lakaio anezho da zont evit ma taoulinint da’z treid ha ma ouezint penaos em eus da garet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos