Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -


Jeremiaz 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 1

1 Komzoù Jeremiaz mab Hilkija, unan eus aberzhourien Anatod, e bro Venjamin.

2 Komz an AOTROU a voe disklêriet dezhañ e deizioù Jozia mab Amon roue Juda, d'an trizekvet bloaz eus e ren,

3 hag e deizioù Jojakim mab Jozia, roue Juda, betek diwezh an unnekvet bloaz eus Sedesia mab Jozia, roue Juda, betek ma voe Jeruzalem kaset en harlu er pempvet miz.

4 Komz an AOTROU a voe disklêriet din er gerioù-se:

5 A-raok ma em boa da stummet er c'hof, em boa da anavezet, a-raok ma oas deuet eus ar mammog, em boa da santelaet ha da lakaet da brofed evit ar broadoù.

6 Hag e lavaris: A! Aotrou AOTROU, setu, n'ouzon ket komz, rak ez on ur bugel.

7 Hag an AOTROU a lavaras din: Na lavar ket: Ur bugel on, rak mont a ri etrezek an holl re ma kasin ac'hanout, hag e lavari kement a c'hourc'hemennin dit.

8 Na'z pez ket aon dirazo, rak ez on ganit evit dieubiñ ac'hanout, eme an AOTROU.

9 Hag an AOTROU a astennas e zorn hag a stokas ouzh va genoù. Hag an AOTROU a lavaras din: Setu, lakaet em eus va c'homzoù ez kenoù.

10 Sell, lakaet em eus ac'hanout hiziv war ar broadoù ha war ar rouantelezhioù, evit diframmañ ha diskar, evit distrujañ ha glac'hariñ, evit sevel ha plantañ.

11 Komz an AOTROU a voe disklêriet din er gerioù-se: Petra a welez, Jeremiaz? Hag e lavaris: Gwelout a ran ur skourr alamandezenn.

12 Hag an AOTROU a lavaras din: Gwelet mat ec'h eus, rak ec'h eveshaan war va c'homz evit he c'has da benn.

13 Komz an AOTROU a voe disklêriet din evit an eil gwech er gerioù-se: Petra a welez? Hag e lavaris: Gwelout a ran ur gaoter o virviñ, hec'h araog ouzh tu an hanternoz.

14 Hag an AOTROU a lavaras din: Eus an hanternoz eo e tichadenno an droug war holl dud ar vro.

15 Rak setu, emaon o vont da c'hervel holl diegezhioù rouantelezhioù an hanternoz, eme an AOTROU. Dont a raint ha pep hini anezho a lakaio e dron ouzh dorojoù Jeruzalem, hag a-enep he mogerioù en-dro dezhi, hag a-enep holl gêrioù Juda.

16 Hag e tisklêrin va barnedigezhioù a-enep dezho, en abeg d'o holl zrougiezh, dre m'o deus va dilezet, hag o deus kinniget ezañs da zoueoù all, hag o deus stouet dirak oberennoù o daouarn.

17 Te eta, gouriz da zivgroazell ha sav, lavar dezho kement a c'hourc'hemennin dit. Na'z pez ket spont dirazo, gant aon na spontfen ac'hanout dirazo.

18 Rak setu, e lakaan ac'hanout hiziv evel ur gêr greñv, evel ur peul houarn, evel ur voger arem, a-enep an holl vro, a-enep rouaned Juda, a-enep e bennoù, a-enep e aberzhourien, a-enep pobl ar vro.

19 Ober a raint brezel ouzhit, met ne drec'hint ket warnout, rak ez on ganit evit dieubiñ ac'hanout, eme an AOTROU.

Síguenos en:



Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos