Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 1:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 ni a sento ouzhit evel hon eus sentet ouzh Moizez. Nemet, ra vo an AOTROU da Zoue ganit evel ma'z eo bet gant Moizez.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 1:17
19 Referencias Cruzadas  

Ha da servijerez he deus lavaret: Ra roio komz ar roue va aotrou diskuizh deomp; rak ar roue va aotrou a zo evel un ael a-berzh Doue evit anavezout ar mad hag ar fall. Ra vo an AOTROU da Zoue ganit!


Evel m'eo bet an AOTROU gant ar roue va aotrou, evel-se ra vo gant Salomon, ha ra uhelaio e dron muioc'h eget tron ar roue David va aotrou.


David a lavaras eta da Salomon: En em galoneka ha bez kreñv, ha dit da labourat; na spont ket ha na'z pez ket aon, rak an AOTROU Doue, va Doue, a vo ganit, ne zilaosko ket ac'hanout, ne zilezo ket ac'hanout, ken na vo echuet ganit an holl labour evit servij ti an AOTROU .


D'ar mestr-kaner; salm David.


ra en devo soñj eus da holl brofoù, ha ra gavo mat da loskaberzhoù!  Ehan


Pleget o deus hag int kouezhet, met ni a zo savet ha startaet.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Kemer Jozue mab Nun, un den a zo ar Spered ennañ, hag e lakai da zorn warnañ.


Lakaat a ri warnañ ul lod eus da veurded, evit ma sento outañ holl vodadenn mibien Israel.


Ar re a gerzhe a-raok hag ar re a heulie a grie: Hozanna da Vab David! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec’hioù uhel meurbet!


Jozue mab Nun a oa leuniet gant ar Spered a furnez, rak Moizez en doa lakaet e zaouarn warnañ. Mibien Israel a sentas outañ hag a rejont hervez m'en doa an AOTROU gourc'hemennet da Voizez.


Hag e respontjont da Jozue o lavarout: Ni a raio kement ec'h eus gourc'hemennet deomp, ni a yelo e kement lec'h ma kasi ac'hanomp,


Pep den a zisento ouzh da urzhioù ha na sento ket ouzh da gomzoù e kement ha ma c'hourc'hemenni deomp, a vo lakaet d'ar marv. Nemet, en em galoneka ha bez kreñv.


Den ne zalc'ho dirazout e-pad holl zeizioù da vuhez; me a vo ganit evel ma'z on bet gant Moizez, ne zilaoskin ket ac'hanout, ne zilezin ket ac'hanout.


Ha ne'm eus ket gourc'hemennet dit: En em galoneka ha bez kreñv? Na spont ket ha na'z pez ket aon, rak an AOTROU da Zoue a vo ganit dre holl ma'z i.


En deiz-se, an AOTROU a savas Jozue dirak holl Israel, hag e toujjont dezhañ, evel m'o doa doujet da Voizez holl zeizioù e vuhez.


David a lavaras c'hoazh: An AOTROU hag en deus va dieubet eus pav al leon hag eus pav an arzh, am dieubo eus dorn ar Filistin-se. Neuze Saül a lavaras da Zavid: Kae, ha ra vo an AOTROU ganit.


ra raio an AOTROU da Jonatan hervez an diwezhañ rustoni! Ha mar plij da'm zad ober droug dit, e roin ivez dit da c'houzout, hag ez lezin da vont, hag ez i e peoc'h, ha ra vo an AOTROU ganit evel m'eo bet gant va zad!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos