Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 8:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

31 Petra a lavarimp eta diwar-benn an traoù-se? Mar d-eo Doue evidomp, piv a vo a-enep deomp?

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

31 Petra a livirimp‐ni eta var gement‐man? Mar ema Doue evidomp, piou a vezo a‐enep deomp?

Ver Capítulo Copiar




Romaned 8:31
31 Referencias Cruzadas  

Goude kement-se, komz an AOTROU a voe disklêriet da Abram en ur weledigezh, o lavarout: Na'z pez ket aon, Abram, me eo da skoed, ha da c'hopr a vo bras-meurbet.


Ra vo an AOTROU hon Doue ganeomp, evel m'eo bet gant hon tadoù. Ra n'hon dilezo ket, ra n'hon distaolo ket.


Hag e respontas: Na'z pez ket aon, rak ar re a zo ganeomp a zo niverusoc'h eget ar re a zo ganto.


Mibien Ammon, o welout e tec'he ar Siriz, a dec'has kuit int ivez dirak Abishai breur Joab, hag ez ejont e kêr. Joab a zistroas da Jeruzalem.


Un niver bras anezho a gouezhas marv, rak ar brezel a zeue eus Doue. Hag e chomjont en o lec'h betek an harlu.


An AOTROU a zo evidon, ne'm bo aon rak netra. Petra a raio an den din?


Paouezit hag anavezit eo me a zo Doue, me a vo meulet e-touez ar pobloù, me a vo meulet dre an douar holl.


Ar pobloù a fiñv, ar rouantelezhioù a vrañsell, lakaat a ra e vouezh da vezañ klevet, hag an douar a deuz.


Doue a veulin hag e bromesa, an AOTROU a veulin hag e bromesa.


En deiz ma em bo aon, me a fizio ennout.


Niveriñ a rez va dont ha va mont, laka va daeroù ez lestr. Ha n'emaint ket ez levr?


Na'z pez ket aon, rak me a zo ganit, na sellez ket nec'het, rak me eo da Zoue; da nerzhañ a rin, da sikour a rin, da zerc'hel a rin gant dorn dehou va reizhder.


Arm ebet goveliet a-enep dit ne zeuio da vat, ha pep teod a savo er varn ez enep a gondaoni. Evel-se eo hêrezh servijerien an AOTROU, diganin o devo o reizhder, eme an AOTROU.


Kemerit kuzul a-unan hag e vo kaset kuit, komzit hag ho komz a vo diefed, rak Doue a zo ganeomp.


Ober a raint brezel ouzhit, met ne drec'hint ket warnout, rak ez on ganit evit dieubiñ ac'hanout, eme an AOTROU.


Met an AOTROU a zo ganin evel ur pennden galloudus ha spontus, setu perak e kouezho va heskinerien, ne drec'hint ket, ha dre ma n'o devo ket graet gant furnez, e vint mezhek, ruziañ a raint gant ur vezh peurbadus.


N'ho pet ket aon rak roue Babilon, ma hoc'h eus aon dirazañ, n'ho pet ket aon razañ, eme an AOTROU, rak me a zo ganeoc'h evit ho saveteiñ hag ho tieubiñ eus e zorn,


Met n'en em savit ket a-enep an AOTROU ha n'ho pet ket aon rak pobl ar vro-se, rak bara e vint evidomp, o diwall a zo en em dennet a-ziwar dezho, an AOTROU a zo ganeomp, n'ho pet ket aon dirazo.


Setu, ar werc’hez a vo brazez hag a c’hano ur mab a vo galvet Emanuel, da lavarout eo: Doue ganeomp.


Met mar deu hon direizhder da ziskouez reizhder Doue, petra a lavarimp? Daoust hag eo Doue direizh pa ziskouez e gounnar? Komz a ran evel an dud.


Petra a lavarimp eta diwar-benn ar pezh en deus Abraham hon tad kavet hervez ar c’hig?


Eürus out, Israel! Piv eo ar bobl a zo heñvel ouzhit, pobl saveteet gant an AOTROU, skoed da sikour, ha kleze da veurded? Da enebourien a vo doñvaet, ha te a vac'ho gant da dreid o lec'hioù uhel.


Jozue a gemeras en ur wech an holl rouaned-se hag o broioù, rak an AOTROU Doue Israel a vrezele evit Israel.


Bugale vihan, c’hwi a zo eus Doue hag hoc’h eus trec’het anezho, abalamour an hini a zo ennoc’h a zo brasoc’h eget an hini a zo er bed.


Jonatan a lavaras d'an den yaouank a zouge e armoù: Deus, tremenomp betek gwarded an diamdroc'hidi-se, marteze e labouro an AOTROU evidomp, rak netra ne harzo an AOTROU da zieubiñ gant kalz pe gant nebeut a dud.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos