Met Jehu ne lakaas ket evezh da gerzhout eus kreiz e galon e lezenn an AOTROU Doue Israel, ha ne zistroas ket diouzh pec'hedoù Jeroboam, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo.
Nehemia 10:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned a unanas ouzh o breudeur, ar re uhelañ anezho, hag e ouestljont gant le, o touiñ da gerzhout e lezenn Doue a oa bet roet dre Voizez servijer Doue, da virout ha d'ober hervez holl c’hourc’hemennoù an AOTROU hon Aotrou hag hervez e varnedigezhioù hag e reolennoù, |
Met Jehu ne lakaas ket evezh da gerzhout eus kreiz e galon e lezenn an AOTROU Doue Israel, ha ne zistroas ket diouzh pec'hedoù Jeroboam, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo.
Ar roue en em zalc'has e-kichen ar golonenn, hag a reas emglev dirak an AOTROU, da gerzhout war-lerc'h an AOTROU, ha da virout e c'hourc'hemennoù, e destenioù hag e reolennoù, a holl galon hag a holl ene, en ur ober hervez komzoù an emglev skrivet el levr-se. Hag an holl bobl a asantas d'an emglev-se.
Hag an dud kentañ a voe o chom en o dalc'hioù, en o c'hêrioù, a voe an Israeliz, an aberzhourien, al Levited hag an Netiniz.
Ar roue en em zalc'has war e leurenn, hag a reas emglev dirak an AOTROU, da gerzhout war-lerc'h an AOTROU, ha da virout e c'hourc'hemennoù, e destenioù hag e reolennoù, a holl galon hag a holl ene, en ur ober hervez komzoù an emglev skrivet el levr-se.
Bremañ eta, AOTROU Doue Israel, dalc'h e-keñver da servijer David d'ar pezh az poa prometet dezhañ, o lavarout: Ne vanki ket da gavout ur warlerc'hiad dirazon azezet war dron Israel, gant ma lakaio da vibien evezh d'o hent, evit kerzhout em lezenn evel ma ec'h eus kerzhet dirazon.
Gourdrouz a ris anezho, hag o milligis, hag e skois war hiniennoù, hag e tennis o blev dezho, hag o lakais da douiñ dre Zoue: Na roit ket ho merc'hed d'o mibien, na gemerit ket o merc'hed evit ho mibien nag evidoc'h.
D'an deiz kentañ eus ar seizhvet miz, Ezdra an aberzhour a zegasas al lezenn dirak ar vodadeg, gwazed ha maouezed, hag an holl re a oa gouest d'he c'hlevout.
Hag e lennas al levr war al leurenn a zo dirak dor an Doureier, adalek gouloù-deiz betek kreisteiz, dirak gwazed ha maouezed, hag an holl re a oa gouest d'e glevout. Divskouarn ar bobl a oa aketus ouzh lennadenn levr al lezenn.
Ha re eus gouenn Israel, o vezañ en em zispartiet diouzh an holl ziavaezidi, en em zalc'has hag a anzavas o fec'hedoù ha direizhder o zadoù.
En abeg da gement-se hon eus lakaet dre skrid un engouestl start, hag hor pennoù, hol Levited hag hon aberzhourien a laka o siell.
Rak an AOTROU en devo truez ouzh Jakob, dibab a raio Israel c'hoazh; adlakaat a raio anezho en o douar, an diavaezidi en em unano outo, hag en em stago ouzh ti Jakob.
Lavarout a ri dezho: Evel-henn e komz an AOTROU: Ma ne selaouit ket ouzhin evit kerzhout hervez va lezenn am eus lakaet dirazoc'h,
Ha c'hwi, graet hoc'h eus un distro war gement-se en ur ober ar pezh a zo reizh ouzh va daoulagad, embannet en deus pep hini ar frankiz evit e nesañ, ha graet hoc'h eus un emglev dirazon, en ti-mañ ma'z eo galvet va anv warnañ.
Lakaat a rin va Spered en ho tiabarzh, hag e rin deoc'h kerzhout em reolennoù ha mirout va barnedigezhioù, evit ober diouto.
Santel e viot evidon rak me a zo santel, me, an AOTROU, hag em eus disrannet ac’hanoc’h diouzh ar pobloù evit ma viot din.
Ho pet soñj eus lezenn Moizez va servijer, am eus roet dezhañ en Horeb evit Israel a-bezh, ar reolennoù hag ar barnedigezhioù
neuze an aberzhour a raio d'ar wreg touiñ gant ul le a vallozh, hag an aberzhour a lavaro dezhi: Ra daolo an AOTROU ac'hanout da vallozh ha da zroukskouer e-touez da bobl, o lakaat da vorzhed da vreinañ ha da gof da goeñviñ,
Rak al lezenn a zo bet roet dre Voizez, ar c’hras hag ar wirionez a zo deuet dre Jezuz-Krist.
Ha n’en deus ket Moizez roet al lezenn deoc’h? Hag hini ac’hanoc’h ne vir al lezenn. Perak e klaskit va lakaat d’ar marv?
Pa voe deuet eno ha pa welas gras Doue, en em laouenaas a gement-se hag ec’h alias anezho holl da chom stag ouzh an Aotrou gant ur galon start.
Koulskoude hiniennoù en em unanas dezhañ hag a gredas, en o zouez, Denez an Areopajiad, ur wreg anvet Damariz ha reoù all ganto.
Na fiz ket enno, rak ouzhpenn daou-ugent anezho a stign pechoù dezhañ hag o deus en em ereet dre leoù penaos na zebrjent ha na evjent ket ken n’o dije lazhet Paol. Ha bremañ int prest o c’hortoz da asant.
Ra vo ar garantez hep pilpouzerezh. Kasait an droug hag en em stagit start ouzh ar mad.
Moizez a zastumas holl Israel hag a lavaras: Selaou, Israel, ar reolennoù hag ar barnedigezhioù a zisklêrian hiziv d'ho tivskouarn. O deskit, o mirit ha grit diouto.
Mirit ar pezh en deus gourc'hemennet an AOTROU ho Toue deoc'h ha grit dioutañ, ne zistroiot nag a-zehou nag a-gleiz.