Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 20:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 Santel e viot evidon rak me a zo santel, me, an AOTROU, hag em eus disrannet ac’hanoc’h diouzh ar pobloù evit ma viot din.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 20:26
19 Referencias Cruzadas  

a unanas ouzh o breudeur, ar re uhelañ anezho, hag e ouestljont gant le, o touiñ da gerzhout e lezenn Doue a oa bet roet dre Voizez servijer Doue, da virout ha d'ober hervez holl c’hourc’hemennoù an AOTROU hon Aotrou hag hervez e varnedigezhioù hag e reolennoù,


Kanmeulit an AOTROU hon Doue, stouit dirak skabell e dreid, rak santel eo.


Kanmeulit an AOTROU hon Doue, stouit dirak menez e santelezh, rak an AOTROU hon Doue a zo santel.


Penaos e vo anavezet em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, me ha da bobl? Ha ne vo ket pa gerzhi ganeomp? Neuze, me ha da bobl a vo disheñvelaet diouzh an holl bobloù a zo war-c'horre an douar.


it kuit eus an hent, distroit diwar ar wenodenn, lamit Sant Israel a-zirak hon daoulagad!


Krial a raent an eil d'egile, hag e lavarent: Santel, santel, santel eo AOTROU an armeoù! An douar holl a zo leuniet gant e c'hloar!


Rak me eo an AOTROU ho Toue; c’hwi en em santelaio hag e viot santel rak me a zo santel. N’en em lakait ket dic’hlan en abeg da hini ebet eus ar stlejviled a ruz war an douar.


Komz da holl vodadenn mibien Israel ha lavar: Bezit santel rak me a zo santel, me, an AOTROU ho Toue.


Lavaret em eus deoc’h: C’hwi eo a berc’henno o bro, me a roio deoc’h anezhi da zalc’h, ur vro a zever gant laezh ha mel. Me eo an AOTROU ho Toue, en deus disrannet ac’hanoc’h diouzh ar pobloù.


En em santelaat a reot hag e viot santel. Me eo an AOTROU ho Toue.


Mirout a reot va reolennoù hag e reot hervezo. Me eo an AOTROU a santela ac’hanoc’h.


Rak ur bobl santel ez out evit an AOTROU da Zoue. An AOTROU da Zoue en deus da zibabet evit ma vi dezhañ ur bobl ispisial, a-douez an holl bobloù a zo war-c'horre an douar.


Rak ur bobl santel ez out evit an AOTROU da Zoue. An AOTROU da Zoue en deus da zibabet evit ma vi dezhañ ur bobl ispisial, a-douez an holl bobloù a zo war-c'horre an douar.


a zo en em roet e-unan evit hon dasprenañ a bep direizhder hag evit hor glanaat, evel ur bobl a zo dezhañ e-unan, gredus evit an oberoù mat.


Jozue a lavaras d'ar bobl: Ne c'hellot ket servijañ an AOTROU , rak un Doue santel eo, un Doue gwarizius eo, ne bardono ket ho torridigezhioù hag ho pec'hedoù.


Skriv da ael Iliz Filadelfia: Setu ar pezh a lavar ar Sant, ar Gwirion, an hini en deus alc’houez David, an hini a zigor ha den ne serr, hag an hini a serr ha den ne zigor:


Ar pevar bev o doa pep hini c’hwec’h askell hag en-dro hag en diabarzh e oant leun a lagadoù. Ne baouezent noz deiz da lavarout: Santel, santel, santel eo an Aotrou Doue holl-c’halloudek, an hini a zo hag a oa hag a zeu!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos