Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 20:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 Mar en em ro un den pe ur vaouez da vezañ igromañser pe da c’hervel ar speredoù, lakaet e vint d’ar marv; meinataet e vint, o gwad a vo warno.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 20:27
12 Referencias Cruzadas  

Lakaat a reas e vibien da dremen dre an tan e traonienn mab Hinnon. Ober a rae hudsteredouriezh, achanterezh, strobinelloù, hag e c'houlennatae speredoù ha sorserien. Ober a reas ar pezh a zo fall-kenañ dirak daoulagad an AOTROU evit e gounnariñ.


Ne lezi ket da vevañ ar sorserez.


N’it ket da gavout an igromañserien, nag ar re a c’halv ar speredoù, evit en em saotrañ ganto. Me eo an AOTROU ho Toue.


Lavar da vibien Israel: Piv bennak, eus mibien Israel pe eus an diavaezidi a zo o chom en Israel, a roio eus e vugale da Volok, a vo lakaet d’ar marv; meinataet e vo gant pobl ar vro.


An hini a yelo etrezek an igromañserien hag ar re a c’halv ar speredoù evit gastaouiñ ganto, e lakain va dremm a-enep an den-se hag e lamin anezhañ a-douez e bobl.


Degas ar mallozher er-maez eus ar c’hamp, ha ma lakaio ar re o deus e glevet o daouarn war e benn; an holl vodadenn a veinataio anezhañ.


An AOTROU a lavaras da Voizez: An den-se a vo lakaet d'ar marv; ra veinataio anezhañ an holl vodadenn er-maez eus ar c'hamp.


Evel ma’z aemp d’ar bedenn, ur vatezh dalc’het gant ur spered a Biton hag a zegase ur gounid bras d’he mistri oc’h ober micher a zivinouriezh, a ziaraogas ac’hanomp.


Holl dud kêr a veinataio anezhañ hag e varvo. Evel-se e vo lamet an droug diouzh da greiz, evit ma klevo ha ma toujo holl Israel.


Samuel a oa marv, hag holl Israel en doa gouelet dezhañ, hag e oa bet sebeliet e Rama, e di. Saül en doa lamet ar c'houlennataerien speredoù hag ar sorserien eus ar vro.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos