a unanas ouzh o breudeur, ar re uhelañ anezho, hag e ouestljont gant le, o touiñ da gerzhout e lezenn Doue a oa bet roet dre Voizez servijer Doue, da virout ha d'ober hervez holl c’hourc’hemennoù an AOTROU hon Aotrou hag hervez e varnedigezhioù hag e reolennoù,
Setu amañ pennoù ar proviñs a reas o diazez e Jeruzalem. E kêrioù Juda e voe o chom pep hini en e zalc'h, en e gêr, Israeliz, aberzhourien, Levited, Netiniz, mibien servijerien Salomon.