Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -


Nehemia 7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 7

1 Evel-se, ar voger a zo bet adsavet, lakaet em eus stalafioù an dorojoù, lakaet eo bet en o c'hargoù ar borzhierien, ar ganerien hag al Levited,

2 ha roet em eus va urzhioù da'm breudeur Hanani ha da Hanania, mestr ar c’hreñvlec’h e Jeruzalem. Eñ a oa un den leal, a zouje Doue muioc'h eget kalz a re all.

3 Hag e lavaris dezho: Ra ne vo ket digoret dorojoù Jeruzalem a-raok tommder an heol. Ra vo serret an dorojoù ha lakaet ar berennoù e-pad ma viot c'hoazh eno. Ra vo lakaet evel gedourien tud Jeruzalem, pep hini d'e c'hed, pep hini dirak e di.

4 Kêr a oa frank ha bras, met nebeut a annezidi e oa, hag an tiez ne oant ket savet.

5 Neuze va Doue a lakaas em c'halon dastum ar re vras, ar renerien hag ar bobl, evit ober an niveradeg anezho. Hag e kavis levr an niveradeg hervez o lignez eus ar re a oa pignet ar wech kentañ. Hag e kavis skrivet kement-mañ:

6 Setu amañ mibien ar proviñs a bignas eus an harlu, a-douez ar re en doa harluet Nebukadnezar roue Babilon, hag a zistroas da Jeruzalem ha da Juda, pep hini d'e gêr.

7 Dont a rejont gant Zorobabel, Jezua, Nehemia, Azaria, Raamia, Nakamani, Mardoke, Bilshan, Mispered, Bigvai, Nehum, Baana. Niver an dud eus pobl Israel a voe:

8 mibien Parosh, daou vil kant daouzek ha tri-ugent;

9 mibien Shefatia, tri c'hant daouzek ha tri-ugent;

10 mibien Arak, c'hwec'h kant daou hag hanter-kant;

11 mibien Pakad-Moab, eus mibien Jezua ha Joab, daou vil eizh kant triwec'h;

12 mibien Elam, mil daou c'hant pevar hag hanter-kant;

13 mibien Zatu, eizh kant pemp ha daou-ugent;

14 mibien Zakai, seizh kant tri-ugent;

15 mibien Binnui, c'hwec'h kant eizh ha daou-ugent;

16 mibien Bebai, c'hwec'h kant eizh warn-ugent;

17 mibien Azgad, daou vil tri c'hant daou warn-ugent;

18 mibien Adonikam, c'hwec'h kant seizh ha tri-ugent;

19 mibien Bigvai, daou vil seizh ha tri-ugent;

20 mibien Adin, c'hwec'h kant pemp hag hanter-kant;

21 mibien Ater, eus tiegezh Ezekiaz, triwec'h ha pevar-ugent;

22 mibien Hashum, tri c'hant eizh warn-ugent;

23 mibien Bezai, tri c'hant pevar warn-ugent;

24 mibien Harif, kant daouzek;

25 mibien Gabaon, pemzek ha pevar-ugent;

26 tud Betlehem ha Netofa, kant eizh ha pevar-ugent;

27 tud Anatod, kant eizh warn-ugent;

28 tud Bet-Azmaved, daou ha daou-ugent;

29 tud Kirjad-Jearim, Kefira ha Beerod, seizh kant tri ha daou-ugent;

30 tud Rama ha Geba, c'hwec'h kant unan warn-ugent;

31 tud Mikmaz, kant daou warn-ugent;

32 tud Betel hag Ai, kant tri warn-ugent;

33 tud un Nebo all, daou hag hanter-kant;

34 mibien un Elam all, mil daou c'hant pevar hag hanter-kant;

35 mibien Harim, tri c'hant ugent;

36 mibien Jeriko, tri c'hant pemp ha daou-ugent;

37 mibien Lod, Hadid hag Ono, seizh kant unan warn-ugent;

38 mibien Senaa, tri mil nav c'hant tregont;

39 aberzhourien, mibien Jedaja, eus ti Jezua, nav c'hant trizek ha tri-ugent;

40 mibien Immer, mil daou hag hanter-kant;

41 mibien Pashur, mil daou c'hant seizh ha daou-ugent;

42 mibien Harim, mil seitek;

43 Levited, mibien Jezua ha Kadmiel, a-douez mibien Hodeva, pevarzek ha tri-ugent;

44 kanerien, mibien Azaf, kant eizh ha daou-ugent;

45 porzhierien, mibien Shallum, mibien Ater, mibien Talmon, mibien Akkub, mibien Hatita, mibien Shobai, kant eizh ha tregont;

46 Netiniz, mibien Zika, mibien Hazufa, mibien Tabbaod,

47 mibien Keroz, mibien Sia, mibien Padon,

48 mibien Lebana, mibien Hagaba, mibien Salmai,

49 mibien Hanan, mibien Giddel, mibien Gakar,

50 mibien Reaja, mibien Rezin, mibien Nekoda,

51 mibien Gazzam, mibien Uzza, mibien Paseak,

52 mibien Besai, mibien Mehunim, mibien Nefishesim,

53 mibien Bakbuk, mibien Hakufa, mibien Harhur,

54 mibien Bazlid, mibien Mehida, mibien Harsha,

55 mibien Barkoz, mibien Sisera, mibien Tamak,

56 mibien Neziak, mibien Hatifa,

57 mibien servijerien Salomon, mibien Sotai, mibien Sofered, mibien Peruda,

58 mibien Jaala, mibien Darkon, mibien Giddel,

59 mibien Shefatia, mibien Hattil, mibien Pokered-Hazebaim, mibien Amon.

60 An holl Netiniz ha mibien servijerien Salomon a voe tri c'hant daouzek ha pevar-ugent.

61 Setu amañ ar re a bignas eus Tel-Melak, eus Tel-Harsha, eus Kerub-Adon hag eus Immer, ha na c'helljont ket diskouez ti o zadoù, nag o gouenn, na ma oant eus Israel:

62 mibien Delaja, mibien Tobija, mibien Nekoda, c'hwec'h kant daou ha daou-ugent,

63 aberzhourien, mibien Habaja, mibien Koz, mibien Barzilhai, en doa kemeret da wreg unan eus merc'hed Barzilhai ar Galaadad hag a voe anvet diwar o anv.

64 Ar re-se a glaskas o marilhadurioù-lignez, met ne voent ket kavet, ha neuze e voent taolet kuit eus ar velegiezh evel dic'hlan.

65 Ar gouarnour a lavaras dezho na zebrfent ket traoù santel-meurbet ken n'en em zalc'hfe an aberzhour dirak an Urim hag an Thummim.

66 An holl vodadeg a oa daou vil ha daou-ugent tri c'hant tri-ugent,

67 hep kontañ o mevelien hag o mitizhien a oa seizh mil tri c'hant seizh ha tregont. Hag e oa daou c'hant pemp ha daou-ugent kaner ha kanerez.

68 Bez' e oa seizh kant c'hwec'h marc'h ha tregont, daou c'hant pemp mul ha daou-ugent,

69 pevar c'hant pemp kañval ha tregont, c'hwec'h mil seizh kant ugent azen.

70 Darn eus ar pennoù tadoù a roas evit al labourioù. Ar gouarnour a roas d'an teñzor mil drakm aour, hanter-kant hanaf, pemp kant tregont toneg aberzhourien.

71 Pennoù tadoù all a roas da deñzor al labourioù ugent mil drakm aour, ha daou vil daou c'hant minenn arc'hant.

72 Ha nemorant ar bobl a roas ugent mil drakm aour, daou vil minenn arc'hant, ha seizh toneg aberzhourien ha tri-ugent.

73 An aberzhourien, al Levited, ar borzhierien, ar ganerien, tud ar bobl, an Netiniz, hag holl re Israel a chomas en o c'hêrioù. Evel-se, pa erruas ar seizhvet miz, mibien Israel a oa en o c'hêrioù.

Síguenos en:



Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos