Nehemia 7:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
6 Setu amañ mibien ar proviñs a bignas eus an harlu, a-douez ar re en doa harluet Nebukadnezar roue Babilon, hag a zistroas da Jeruzalem ha da Juda, pep hini d'e gêr.
Nebuzaradan penn ar warded a harluas an nemorant eus an dud a oa chomet e kêr, ar re a oa en em rentet da roue Babilon, hag an nemorant eus an engroez.
Ra ouezo ar roue ez omp aet e proviñs Juda, da di an Doue bras a adsavint e mein-ben, ha koad a lakaint war ar mogerioù. An ti a zo savet buan, ha mont a ra prim al labour etre o daouarn.
Hag e lavarjont din: Ar restad o vezañ achapet eus an harlu a zo aze er proviñs, en ur reuzeudigezh bras hag en dismegañs; mogerioù Jeruzalem a zo diskaret hag he dorojoù a zo bet devet dre an tan.
Dont a rejont gant Zorobabel, Jezua, Nehemia, Azaria, Raamia, Nakamani, Mardoke, Bilshan, Mispered, Bigvai, Nehum, Baana. Niver an dud eus pobl Israel a voe: