Jeremiaz 34:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned15 Ha c'hwi, graet hoc'h eus un distro war gement-se en ur ober ar pezh a zo reizh ouzh va daoulagad, embannet en deus pep hini ar frankiz evit e nesañ, ha graet hoc'h eus un emglev dirazon, en ti-mañ ma'z eo galvet va anv warnañ. Ver Capítulo |
Ar roue en em zalc'has e-kichen ar golonenn, hag a reas emglev dirak an AOTROU, da gerzhout war-lerc'h an AOTROU, ha da virout e c'hourc'hemennoù, e destenioù hag e reolennoù, a holl galon hag a holl ene, en ur ober hervez komzoù an emglev skrivet el levr-se. Hag an holl bobl a asantas d'an emglev-se.