Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 34:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 A-benn seizh vloaz e kasot kuit pep hini ac'hanoc'h e vreur hebreat a zo bet gwerzhet dezhañ. Servijañ a raio c'hwec'h vloaz hag e kasi anezhañ frank eus da di. Met ho tadoù n'o deus ket va selaouet, n'o deus ket roet o skouarn.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 34:14
28 Referencias Cruzadas  

Ne voe bet den ebet evel Akab, a voe en em werzhet d'ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, bountet gant Jezabel e wreg,


Salomon ne lezas hini ebet eus mibien Israel da vezañ evel sklav, met ar re-mañ a oa tud a vrezel, hag e servijerien, e renerien, e ofiserien, ha pennoù eus e girri hag e varc'hegerien.


Ha bremañ e fell deoc'h lakaat da servijerien ha da servijerezed deoc'h bugale Juda ha Jeruzalem. Ha n'oc'h ket c'hwi, dreist-holl, ar re a zo kablus e-keñver an AOTROU ho Toue?


Hag e rejont goap ouzh kannaded Doue, o tisprizañ e gomzoù, hag e tismegañsjont e brofeded, betek ma savas kement fulor an AOTROU a-enep e bobl, ken na voe mui a bareañs.


O gortozet ec'h eus pell, e-pad bloavezhioù niverus, hag ec'h eus o douget da cheñch dre da Spered ha dre da brofeded, met n'o deus ket o selaouet, hag ec'h eus o lakaet etre daouarn pobloù ar broadoù.


Evel-henn e komz an AOTROU: Pelec'h emañ ar skrid a dorr-dimeziñ eus ho mamm, am eus kaset kuit anezhi drezañ? Piv eo an hini eus va c'hredourien am eus gwerzhet ac'hanoc'h dezhañ? Setu, en abeg d'ho pec'hedoù ez oc'h bet gwerzhet, en abeg d'ho mankoù eo bet kaset kuit ho mamm.


Setu ar yun a fell din: Distag ereoù an drougiezh, diskoulm kerdin ar yev, lez da vont en o frankiz ar re wasket, bruzun kement yev,


Rak kemennet em eus start ho tadoù adalek an deiz ma em eus graet dezho pignat kuit eus bro Ejipt betek hiziv, o kemenn adalek ar beure hag o lavarout: Selaouit ouzh va mouezh!


Rak mibien Israel ha mibien Juda n'o deus graet nemet an droug dirak va daoulagad abaoe o yaouankiz. Mibien Israel n'o deus graet nemet va c'hounnariñ gant oberoù o daouarn, eme an AOTROU.


Rak em eus kaset deoc'h va holl servijerien ar brofeded, o c'haset em eus deoc'h bemdez, adalek ar beure, da lavarout deoc'h: Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall, adreizhit hoc'h oberoù, n'it ket war-lerc'h doueoù all evit o servijañ, evit ma chomot er vro am eus roet deoc'h ha d'ho tadoù. Met n'hoc'h eus ket roet ho skouarn evit selaou.


Ha ne varni ket anezho, mab an den, ha ne varni ket anezho? Ro da anavezout dezho euzhusterioù o zadoù,


Met en em savjont a-enep din ha ne fellas ket dezho va selaou. Hini anezho ne daolas kuit an traoù euzhus a oa dirak e zaoulagad ha ne zilezas idoloù an Ejipt. Neuze em eus soñjet skuilhañ va fulor warno ha seveniñ va c'hounnar a-enep dezho e-kreiz bro Ejipt.


Santelaat a reot an hanter-kantvet bloaz hag ec’h embannot frankiz er vro evit hec’h holl dud. Bez’ e vo evidoc’h ar jubile, hag e tistroio pep hini ac’hanoc’h en e berc’henniezh hag e tistroio pep hini ac’hanoc’h en e diegezh.


Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Israel, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus gwerzhet an hini reizh evit arc'hant, hag an hini paour evit ur re votoù-lêr.


hag e prenimp an ezhommeien gant arc'hant hag ar paour evit ur re votoù-lêr, hag e werzhimp uzien ar gwinizh.


Paour-kaezh paotr ma’z on! Piv a zieubo ac’hanon eus korf ar marv-mañ?


Da zibenn pep seizh vloaz e ri un ehan.


Ma en em werzh dit da vreur, a-douez an Hebreed, den pe gwreg, e servijo ac'hanout c'hwec'h vloaz, d'ar seizhvet bloaz e kasi anezhañ frank eus da di.


Diwall da vezañ ur soñj ez kalon drouk ha ma lavarfe: Emañ ar seizhvet bloaz o tostaat, ar bloavezh-ehan! Diwall da vezañ ul lagad didruez e-keñver da vreur paour evit tremen hep reiñ netra dezhañ. Krial a rafe etrezek an AOTROU a-enep dit, hag e vefe ur pec'hed evidout.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos