Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -


Nehemia 10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 10

1 Setu ar re a lakaas o siell. Nehemia ar gouarnour mab Hakalia. Sedesia,

2 Seraja, Azaria, Jeremiaz,

3 Pashur, Amaria, Malkija,

4 Hattush, Shebania, Maluk,

5 Harim, Meremod, Abdia,

6 Daniel, Gineton, Baruk,

7 Meshullam, Abija, Mijamin,

8 Maaziah, Bilgai, Shemaja; ar re-se a oa aberzhourien.

9 Al Levited: Jezua mab Azania, Binnui a-douez mibien Henadad, Kadmiel,

10 hag o breudeur: Shebania, Hodija, Kelita, Pelaja, Hanan,

11 Mika, Reob, Hashabia,

12 Zakkur, Sherebia, Shebania,

13 Hodija, Bani, Beninu.

14 Pennoù ar bobl: Parosh, Pakad-Moab, Elam, Zatu, Bani,

15 Bunni, Azgad, Bebai,

16 Adonija, Bigvai, Adin,

17 Ater, Ezekiaz, Azur,

18 Hodija, Hashum, Bezai,

19 Harif, Anatod, Nebai,

20 Magpiash, Meshullam, Hezir,

21 Meshezabeel, Zadok, Jadua,

22 Pelatia, Hanan, Anaja,

23 Ozea, Hanania, Hashub,

24 Halokesh, Pilka, Shobek,

25 Rehum, Hashabna, Maaseja,

26 Akija, Hanan, Anan,

27 Maluk, Harim, Baana.

28 Nemorant ar bobl, an aberzhourien, al Levited, ar borzhierien, ar ganerien, an Netiniz, hag an holl re a oa en em zispartiet diouzh pobloù ar broioù evit mirout lezenn Doue, o gwragez, o mibien hag o merc'hed, an holl re a oa gouest d'anavezout ha da gompren,

29 a unanas ouzh o breudeur, ar re uhelañ anezho, hag e ouestljont gant le, o touiñ da gerzhout e lezenn Doue a oa bet roet dre Voizez servijer Doue, da virout ha d'ober hervez holl c’hourc’hemennoù an AOTROU hon Aotrou hag hervez e varnedigezhioù hag e reolennoù,

30 da dremen hep reiñ hor merc'hed da bobloù ar vro hag hep kemer o merc'hed evit hor mibien,

31 na da gemer tra ebet, d'an deizioù sabad ha d'an deizioù santelaet, eus pobloù ar vro a zegas marc'hadourez ha traoù a bep seurt evit o gwerzhañ, ha da zilezel er seizhvet bloaz hep goulenn paeamant dle ebet.

32 Hag e lakajomp evidomp hon-unan gourc'hemennoù, o kargañ ac'hanomp da reiñ bep bloaz an drederenn eus ur sikl evit servij ti hon Doue,

33 evit ar baraoù a ginnig, evit an donezon beurbadus, evit loskaberzh peurbadus an deizioù sabad hag al loarioù nevez hag ar gouelioù, evit an traoù santel, evit an aberzhoù-dic'haouiñ e-keñver Israel, hag evit holl oberoù e ti hon Doue.

34 Hag e tennjont d'ar sord evit prof ar c'hoad, an aberzhourien, al Levited hag ar bobl, evit degas da di hon Doue, hervez tiez hon tadoù, d'an amzerioù merket a vloaz da vloaz, evit ma vo devet war aoter an AOTROU hon Doue, evel m'eo skrivet el lezenn.

35 En hevelep doare e oamp karget da zegas da di an AOTROU, a vloaz da vloaz, ar frouezh kentañ eus hon douar, ar frouezh kentañ eus an holl wez,

36 ar re gentañ-ganet eus hor mibien hag eus hol loened, evel m'eo skrivet el lezenn; karget e oamp da zegas da di hon Doue, d'an aberzhourien a ra ar servij e ti hon Doue, ar re gentañ-ganet eus hor ejened hag hor deñved;

37 karget e oamp da zegas d'an aberzhourien e kambroù ti hon Doue, tammoù kentañ hon toaz, hor profoù savet, frouezh eus an holl wez, gwin, eoul, hag hor boa da zegas d'al Levited deog hon douar, rak al Levited a gemer an deog diwar an holl gêrioù eus hor gounidigezh.

38 Bez' e vefe un aberzhour mab Aaron gant al Levited pa gemeront an deog, hag al Levited a zegasfe un dekvedenn eus an deog da di hon Doue, e kambroù ti an teñzor.

39 Rak mibien Israel ha mibien Levi a zlee degas er c'hambroù ar profoù gwinizh, gwin hag eoul, e-lec'h m'emañ listri ar santual, ha m'en em zalc'h an aberzhourien oc'h ober ar servij, ar borzhierien hag ar ganerien. Evel-se ne zilezfemp ket ti hon Doue.

Síguenos en:



Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos