Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




1 Danevelloù 9:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Hag an dud kentañ a voe o chom en o dalc'hioù, en o c'hêrioù, a voe an Israeliz, an aberzhourien, al Levited hag an Netiniz.

Ver Capítulo Copiar




1 Danevelloù 9:2
11 Referencias Cruzadas  

Setu amañ mibien ar broviñs a bignas eus an harlu, a-douez ar re en doa Nebukadnezar roue Babilon harluet da Vabilon, hag a zistroas da Jeruzalem ha da Juda, pep hini d'e gêr.


Netiniz, mibien Zika, mibien Hazufa, mibien Tabbaod,


An holl Netiniz ha mibien servijerien Salomon a voe tri c'hant daouzek ha pevar-ugent.


An aberzhourien, al Levited, tud ar bobl, ar ganerien, ar borzhierien, an Netiniz, a chomas en o c'hêrioù. Holl re Israel a voe o chom en o c'hêrioù.


hag eus an Netiniz en doa lakaet David hag ar pennoù da servij al Levited, daou c'hant ugent Netiniz, holl merket dre o anvioù.


a unanas ouzh o breudeur, ar re uhelañ anezho, hag e ouestljont gant le, o touiñ da gerzhout e lezenn Doue a oa bet roet dre Voizez servijer Doue, da virout ha d'ober hervez holl c’hourc’hemennoù an AOTROU hon Aotrou hag hervez e varnedigezhioù hag e reolennoù,


Pennoù ar bobl a rejont o diazez e Jeruzalem, met nemorant ar bobl a dennas d'ar sord evit ma vefe un dekvedenn o chom e Jeruzalem, ar gêr santel, hag an nav dekvedenn all er c'hêrioù all.


An holl Netiniz ha mibien servijerien Salomon a voe tri c'hant daouzek ha pevar-ugent.


An aberzhourien, al Levited, ar borzhierien, ar ganerien, tud ar bobl, an Netiniz, hag holl re Israel a chomas en o c'hêrioù. Evel-se, pa erruas ar seizhvet miz, mibien Israel a oa en o c'hêrioù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos