Nehemia 8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 8 1 An holl bobl en em zastumas evel un den hepken war al leurenn a zo dirak dor an Doureier. Hag e lavarjont da Ezdra ar skrib degas levr lezenn Moizez, he doa kemennet an AOTROU da Israel. 2 D'an deiz kentañ eus ar seizhvet miz, Ezdra an aberzhour a zegasas al lezenn dirak ar vodadeg, gwazed ha maouezed, hag an holl re a oa gouest d'he c'hlevout. 3 Hag e lennas al levr war al leurenn a zo dirak dor an Doureier, adalek gouloù-deiz betek kreisteiz, dirak gwazed ha maouezed, hag an holl re a oa gouest d'e glevout. Divskouarn ar bobl a oa aketus ouzh lennadenn levr al lezenn. 4 Ezdra ar skrib en em zalc'he war ur savenn goad, a oa bet graet evit kement-se. A-zehou dezhañ e oa Matitia, Shema, Anaia, Uri, Hilkija ha Maaseja; hag a-gleiz e oa Pedaja, Mishael, Malkija, Hashum, Hashbadana, Zakaria ha Meshullam. 5 Ezdra a zigoras al levr dirak an holl bobl, rak dreist an holl bobl e oa. Kerkent ha ma tigoras anezhañ, an holl dud en em zalc'has en o sav. 6 Hag Ezdra a vennigas an AOTROU, an Doue bras, hag an holl bobl a respontas: Amen! Amen! en ur sevel o daouarn. Hag e plegjont hag e stoujont dirak an AOTROU, o dremmoù ouzh an douar. 7 Jezua, Bani, Sherebia, Jamin, Akkub, Shabtai, Hodija, Maaseja, Kelita, Azaria, Jozabad, Hanan, Pelaja, hag al Levited all, a zisplege d'ar bobl al lezenn, hag ar bobl en em zalc'he en o lec'h. 8 Hag e lennent el levr lezenn Doue ez-fraezh, hag e roent ar ster anezhi, o tisplegañ ar pezh a veze lennet. 9 Nehemia ar gouarnour, Ezdra an aberzhour ha skrib, hag al Levited a gelenne ar bobl, hag e lavarjont d'an holl bobl: An deiz-mañ a zo santel evit an AOTROU ho Toue. Na gañvaouit ket, na ouelit ket! Rak an holl bobl a ouele o klevout komzoù al lezenn. 10 Hag e lavarjont dezho: Kit, debrit kig lart hag evit traoù dous, kasit lodennoù d'ar re n'o deus aozet netra, rak an deiz-mañ a zo santelaet d'hon Aotrou; na vezit ket eta glac'haret, rak levenez an AOTROU eo ho nerzh. 11 Hag al Levited a rae tevel an holl bobl o lavarout: Chomit peoc'h, rak an deiz-mañ a zo santel, na vezit ket eta glac'haret. 12 Hag an holl bobl a yeas da zebriñ ha da evañ, da gas lodennoù, ha da ober ur fest vras, rak komprenet o doa ar c'homzoù a oa roet da anavezout dezho. 13 D'an eil deiz, pennoù tadoù an holl bobl, an aberzhourien hag al Levited en em zastumas e-kichen Ezdra ar skrib, evit meizañ komzoù al lezenn. 14 Kavout a rejont skrivet el lezenn en doa gourc'hemennet an AOTROU dre Voizez, e tlee chom mibien Israel e logelloù e-pad ar gouel eus ar seizhvet miz, 15 hag e veze ret embann kement-se hag henn disklêriañ en holl gêrioù hag e Jeruzalem, o lavarout: Kit d'ar menez, ha degasit skourroù olived, skourroù gwez sunek, skourroù meurta, skourroù palmez, ha skourroù gwez stank, evit ober logelloù, evel ma'z eo skrivet. 16 Neuze ar bobl a yeas er-maez hag a zegasas ar skourroù, hag e rejont logelloù, pep hini war e doenn hag er porzhioù, ha war leurennoù ti Doue, ha war leurenn dor an Doureier, ha war leurenn dor Efraim. 17 Evel-se, holl vodadeg ar re a oa deuet diouzh an harlu a reas logelloù, hag ec'h azezjont el logelloù-se. Mibien Israel n'o doa ket graet un hevelep tra abaoe deizioù Jozue mab Nun, betek an deiz-se. Hag e voe ul levenez vras. 18 Hag e voe lennet levr al lezenn bemdez, adalek an deiz kentañ betek an deiz diwezhañ. Lidet e voe ar gouel e-pad seizh devezh, hag e voe ur vodadenn veur d'an eizhvet deiz, hervez ar gourc'hemenn. |