Nehemia 13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 13 1 En amzer-se e voe lennet levr Moizez dirak ar bobl, hag e voe kavet skrivet ennañ e oa difennet ouzh an Ammonad hag ouzh ar Moabad mont e bodadenn Doue, da viken, 2 dre ma ne oant ket deuet en arbenn da vibien Israel gant bara ha dour, met o doa paeet Balaam a-enep dezho, evit o milligañ. Met hon Doue a droas ar vallozh e bennozh. 3 Adal ma voe klevet al lezenn, e voe dispartiet Israel diouzh pep meskad. 4 A-raok-se, an aberzhour Eliashib, lakaet war gambroù ti hon Doue, kar-tost da Dobija, 5 en doa kempennet evitañ ur gambr vras aze, el lec'h ma veze lakaet diagent an donezonoù, an ezañs, al listri, deogoù ar gwinizh, ar gwin hag an eoul, an traoù a oa urzhiet evit al Levited, ar ganerien hag ar borzhierien, gant ar pezh a veze savet evit an aberzhourien. 6 Ne oan ket e Jeruzalem e-keit-se, rak d'an eilvet bloaz ha tregont eus Artakserksez roue Babilon, e oan distroet da gavout ar roue. Hag a-benn un nebeud amzer e c'houlennis an aotre da guitaat ar roue. 7 Distreiñ a ris da Jeruzalem, hag e komprenis an droug en doa graet Eliashib diwar-benn Tobija, o kempenn dezhañ ur gambr e leurenn ti Doue. 8 Displijet-kenañ on bet gant kement-se, hag e taolis holl arrebeuri ti Tobija er-maez eus ar gambr. 9 War va gourc'hemenn e voe glanaet ar c'hambroù, hag e tegasis enno listri ti Doue, an donezonoù hag an ezañs. 10 Klevout a ris ivez ne oa ket bet roet d'al Levited o lodennoù, hag e oa tec'het al Levited hag ar ganerien a rae ar servij, pep hini d'e bark. 11 Hag e c'hourdrouzis ar pennoù o lavarout: Perak eo dilezet ti Doue? Hag e tastumis al Levited hag ar ganerien, hag o adlakais en o c'hargoù. 12 Neuze holl Juda a zegasas deog ar gwinizh, ar gwin hag an eoul, d'an teñzorioù. 13 Hag e lakais da verour war an teñzorioù Shelemia an aberzhour, Zadok ar skrib, Pedaja unan eus al Levited, hag evit o eilañ Hanan mab Zakkur, mab Matania. Ar re-se a veze sellet evel tud eeun, hag e oant e karg da lodennañ etre o breudeur. 14 O va Doue! Az pez soñj ac'hanon diwar-benn kement-se, na gas ket da netra ar pezh am eus graet gant ur garantez gwirion e-keñver ti va Doue hag an traoù d'ober ennañ. 15 En deizioù-se e welis e Juda tud a jaodre er waskerell d'ar sabad, ha reoù all a zegase herdin, a samme o ezen gant gwin, rezin, fiez ha traoù all, hag o degase da Jeruzalem e deiz ar sabad. Ober a ris rebechoù dezho, diwar-benn an deiz ma werzhent o zraoù. 16 Hag e kêr e oa Tiriz a zegase pesked hag a bep seurt marc’hadourezh, hag o gwerzhe d'ar sabad da vibien Juda e Jeruzalem. 17 Hag e c'hourdrouzis pennoù Juda o lavarout: Pebezh droug a rit, o tisakrañ evel-se deiz ar sabad? 18 Ho tadoù, ha n'o deus ket graet an hevelep tra? Ha n'eo ket en abeg da-se en deus kaset Doue an holl walleur-mañ warno ha war ar gêr-mañ? Ha c'hwi a gresk adarre e fulor a-enep Israel o tisakrañ ar sabad. 19 Setu perak, adalek ma voe an heol en em dennet eus dorojoù Jeruzalem a-raok ar sabad, war va gourc'hemenn, e voe serret an dorojoù. Hag e c'hourc'hemennis chom hep o digeriñ betek goude ar sabad. Hag e lakais ur re bennak eus va zud ouzh an dorojoù, ma n'aje den ebet gant sammoù da zeiz ar sabad. 20 Hag ar varc'hadourien hag ar re a werzhe pep seurt traoù a dremenas an noz er-maez eus Jeruzalem ur wech pe div. 21 Hag e c'hourdrouzis anezho, hag e lavaris dezho: Perak e tremenis an noz dirak ar voger? Ma adkrogit, e lakain va dorn warnoc'h. Adalek an deiz-se, na zeujont ken d'ar sabad. 22 Hag e lavaris d'al Levited en em c'hlanaat ha dont da ziwall an dorojoù, evit santelaat deiz ar sabad. O va Doue! Az pez soñj ac'hanon diwar-benn kement-se, pardon din hervez braster da drugarez. 23 En deizioù-se e welis Yuzevien o doa kemeret gwragez eus Asdod, Ammon ha Moab. 24 O mibien, an hanter anezho, a gomze yezh an Asdodiz ha ne ouient ket komz yezh ar Yuzevien; komz a raent yezh ur bobl pe yezh ur bobl all. 25 Gourdrouz a ris anezho, hag o milligis, hag e skois war hiniennoù, hag e tennis o blev dezho, hag o lakais da douiñ dre Zoue: Na roit ket ho merc'hed d'o mibien, na gemerit ket o merc'hed evit ho mibien nag evidoc'h. 26 Ha n'eo ket e kement-se e pec'has Salomon roue Israel? E-touez broadoù niverus n'eus ket bet ur roue eveltañ, karet e oa gant e Zoue, ha Doue en doa e lakaet da roue war Israel holl, ha koulskoude ar gwragez estren a reas dezhañ pec'hiñ. 27 Hag e lezfemp ac'hanoc'h d'ober un droug ken bras, un torfed ken bras a-enep hon Doue, o kemer gwragez estren! 28 Hag unan eus mibien Jojada mab Eliashib, an aberzhour-meur, a oa mab-kaer da Samballad an Horonad; ha me en kasas kuit diouzh va c'hichen. 29 O va Doue! Az pez soñj anezho, rak saotret o deus ar velegiezh, emglev an aberzhourien hag al Levited. 30 Evel-se o glanaat a ris diouzh kement a oa estren, hag ec'h adlakais en urzh kargoù an aberzhourien hag al Levited, da bep hini hervez e servij, 31 prof ar c'hoad d'ar mareoù merket, hag ar frouezh kentañ. O va Doue! Az pez soñj ac'hanon, evit ober vad din. |