karget e oamp da zegas d'an aberzhourien e kambroù ti hon Doue, tammoù kentañ hon toaz, hor profoù savet, frouezh eus an holl wez, gwin, eoul, hag hor boa da zegas d'al Levited deog hon douar, rak al Levited a gemer an deog diwar an holl gêrioù eus hor gounidigezh.
Rak mibien Israel ha mibien Levi a zlee degas er c'hambroù ar profoù gwinizh, gwin hag eoul, e-lec'h m'emañ listri ar santual, ha m'en em zalc'h an aberzhourien oc'h ober ar servij, ar borzhierien hag ar ganerien. Evel-se ne zilezfemp ket ti hon Doue.
Hag an holl Israeliz, en amzer Zorobabel hag en amzer Nehemia, a roe lodennoù ar ganerien ha lodennoù ar borzhierien deiz dre zeiz. Reiñ a raent d'al Levited an traoù santelaet, hag al Levited a roe da vibien Aaron an traoù santelaet.
Ne'c'h eus ket kinniget din oaned da loskaberzhoù, ne'c'h eus ket va enoret gant da aberzhoù, ne'm eus ket trubuilhet ac'hanout evit profoù, ne'm eus ket skuizhet ac'hanout evit ezañs,
Gourc'hemenn da vibien Israel reiñ d'al Levited, eus an hêrezh a zalc'hint, kêrioù evit chom enno. Reiñ a reot ivez d'al Levited douaroù tro-dro d'ar c'hêrioù-se.