Setu perak, adalek ma voe an heol en em dennet eus dorojoù Jeruzalem a-raok ar sabad, war va gourc'hemenn, e voe serret an dorojoù. Hag e c'hourc'hemennis chom hep o digeriñ betek goude ar sabad. Hag e lakais ur re bennak eus va zud ouzh an dorojoù, ma n'aje den ebet gant sammoù da zeiz ar sabad.
Hag e c'hourdrouzis anezho, hag e lavaris dezho: Perak e tremenis an noz dirak ar voger? Ma adkrogit, e lakain va dorn warnoc'h. Adalek an deiz-se, na zeujont ken d'ar sabad.