Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Nehemia 13:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Ne oan ket e Jeruzalem e-keit-se, rak d'an eilvet bloaz ha tregont eus Artakserksez roue Babilon, e oan distroet da gavout ar roue. Hag a-benn un nebeud amzer e c'houlennis an aotre da guitaat ar roue.

Ver Capítulo Copiar




Nehemia 13:6
7 Referencias Cruzadas  

Hag e lidjont gant levenez gouel ar bara hep goell e-pad seizh devezh, rak an AOTROU en doa o laouenaet, o vezañ distroet war-zu enno kalon roue Asiria, evit nerzhekaat o daouarn e labour ti Doue, Doue Israel.


Da viz Nisan, en ugentvet bloaz eus ar roue Artakserksez, evel ma oa ar gwin dirazañ, e kemeris ar gwin hag en kinnigis d'ar roue. Ne oan bet biskoazh trist a-wel dezhañ.


Adalek an deiz ma voe gourc'hemennet din bezañ o gouarnour e bro Juda, adalek an ugentvet bloaz betek an eil bloaz ha tregont eus ar roue Artakserksez, e-pad daouzek vloaz, me ha va breudeur n'hon eus ket kemeret ar pezh a zo merket d'ar gouarnour.


Ar bobl, o welout penaos e talee Moizez da ziskenn diwar ar menez, en em zastumas da gavout Aaron hag a lavaras: Deus, gra deomp doueoù a gerzho a-raok deomp, rak ar Moizez-se, an den en deus hol lakaet da bignat eus an Ejipt, n'ouzomp ket ar pezh a zo c'hoarvezet gantañ.


Met e-pad ma oa kousket an dud, e enebour a zeuas, a hadas dreog e-touez an ed hag a yeas kuit.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos