Kement-se dre m'o deus va dilezet, dre m'o deus stouet dirak Astarte doueez ar Sidoniz, dirak Kemosh doue Moab, dirak Milkom doue mibien Ammon, ha dre ma n'o deus ket kerzhet em hentoù, evit ober ar pezh a zo reizh dirak va daoulagad hag evit mirout va reolennoù ha va barnedigezhioù evel David e dad.
Elia a dostaas ouzh an holl bobl hag a lavaras: Betek pegeit e kammot eus an daou du? Mard eo an AOTROU a zo Doue, kit war e lerc'h; met mard eo Baal, kit war e lerc'h. Hag ar bobl ne respontas ket ur ger.
Evel-se ar broadoù-se a zouje an AOTROU hag a servije o skeudennoù kizellet. Hag o mibien, ha mibien o mibien, o deus graet betek hiziv evel m'o doa graet o zadoù.
Ar roue a ziskaras an aoterioù a oa war doenn kambr uhel Akaz, hag o doa graet rouaned Juda, hag an aoterioù en doa savet Manase war ziv leurenn ti an AOTROU. Bruzunañ a reas anezho ouzh o lemel ac'hane, hag e taolas ar poultr anezho e froud Kedron.
Selaouit, ti Jakob, c'hwi hag a zo galvet dre anv Israel, hag a zo deuet eus mammenn Juda, c'hwi hag a dou dre anv an AOTROU, hag a veul Doue Israel, met n'eo ket hervez ar wirionez hag ar reizhder.
Tiez Jeruzalem ha tiez rouaned Juda a vo saotret evel lec'h Tofed, evel an holl diez ma o deus kinniget ezañs war o zoennoù da holl arme an neñvoù, hag o deus graet sparfadurioù da zoueoù all.
Ar Galdeiz hag a ra brezel ouzh ar gêr-mañ a zeuio tre, hag e lakaint an tan er gêr-mañ, hag e tevint anezhi, gant an tiez ma veze kinniget ezañs war o zoennoù da Vaal, ha ma veze graet sparfadurioù da zoueoù all evit va c'hounnariñ.
Diwar-benn mibien Ammon, evel-henn e komz an AOTROU: Israel, ha n'en deus mab ebet? Ha n'en deus heritour ebet? Perak en deus heritet Malkam eus Gad? Perak emañ o chom e bobl en e gêrioù?
Perak e pardonin dit? Da vibien o deus va dilezet, hag e touont dre ar pezh n'eo ket doue. Me am eus roet dezho o gwalc'h, hag o deus graet avoultriezh, aet int a-vernioù da di ar c'hast.
Astennet e vint dirak an heol, dirak al loar ha dirak holl arme an neñvoù, o deus karet, o deus servijet, o deus kerzhet war o lerc'h, o deus klasket, hag o deus stouet dirazo. Ne vint ket dastumet na sebeliet, hag e vint evel teil war-c'horre an douar.
Den ebet ne c’hell servijañ daou vestr, rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c’hellit ket servijañ Doue ha Mammon.
gant aon ivez penaos o sevel ho taoulagad war-zu an neñv hag o welout an heol, al loar, ar stered, holl arme an neñv, na vefes bountet da stouiñ dirazo ha da servijañ an traoù-se, a zo bet lodet gant an AOTROU da Zoue d'an holl bobloù a zo dindan an neñvoù.
n'en em veskot ket d'ar vroadoù-se a zo chomet en ho touez, ne reot ket meneg eus anvioù o doueoù, ne lakaiot den da douiñ drezo, ne servijot ket anezho, ne stouot ket dirazo.